Mont d’an endalc’had

Kyzikos

Eus Wikipedia
  • ██ Lec'hiadur Misia
  • Kyzikos (henc'hresianeg : Κύζικος / Kýzikos) a oa ur polis, ur geoded hellazat e Misia war aod Propontis (mor Marmara hiziv).

    Savet e voe gant Hellaziz Miletos (Ionia) 756 kent JK ; hervez ar vojenn e voe savet gant Kyzikos, mab da Apollon, deuet eus Tessalia gant Pelasges. Argaset e voent gant an Etrurianed, hag ar re-se all gant keodedourien Miletos.

    Eus Kyzikos e teue Eudoksos Kyzikenos (Εὔδοξος ὁ Κυζικηνός, Eúdoxos ho Kyzikēnós) (florius c. 130 kent JK.) hag a ergerzhas Mor Arabia evit Prolemaios VIII. Hervez Plinius kozh e oa bet graet an dro da Afrika gantañ.(Daveoù a vank)