Kyzikos
Neuz
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/bd/Mysia_map_ancient_community.jpg/260px-Mysia_map_ancient_community.jpg)
Kyzikos (henc'hresianeg : Κύζικος / Kýzikos) a oa ur polis, ur geoded hellazat e Misia war aod Propontis (mor Marmara hiziv).
Savet e voe gant Hellaziz Miletos (Ionia) 756 kent JK ; hervez ar vojenn e voe savet gant Kyzikos, mab da Apollon, deuet eus Tessalia gant Pelasges. Argaset e voent gant an Etrurianed, hag ar re-se all gant keodedourien Miletos.
Eus Kyzikos e teue Eudoksos Kyzikenos (Εὔδοξος ὁ Κυζικηνός, Eúdoxos ho Kyzikēnós) (florius c. 130 kent JK.) hag a ergerzhas Mor Arabia evit Prolemaios VIII. Hervez Plinius kozh e oa bet graet an dro da Afrika gantañ.(Daveoù a vank)