Kuzul an Amirelezh (Impalaeriezh Rusia)
Kuzul an Amirelezh (rusianeg: Адмиралтейств-коллегия, Admiralteystv-kollegiya) a oa ur strollad uhel er velestradurezh eus Morlu Impalaeriezh Rusia hag Amirelezh ar chanter-bigi, savet gant Pêr Iañ d'an 12 a viz Kerzu 1718, ha gant al lec'h-penn e tour an Amirelezh, e Sant-Petersbourg. Bez e oa meur a amirelezh a oa renet gant ar C'huzul en Impalaeriezh Rusia evel Amirelezh Nikolaev da skouer.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kefridioù Kuzul an Amirelezh a voe kemmet hervez ar mare istorel. Ober a rae war-dro sevel al listri-brezel, porzhioù, kanolioù ha melestradurezh chanter-bigi an Amirelezh e Sant Petersbourg. Kuzul an Amirelezh a oa karget ivez gant sevel armoù ar Morlu rusian kement hag an dafariñ, gourdonerezh an ofiserien morlu. Kentañ penn Kuzul an Amirelezh a oa bet ar C'hont Fyodor Apraksin.