Kuzul an Amiraliezh (Impalaeriezh Rusia)
Stad | Impalaeriezh Rusia |
---|---|
Lec'h | Admiralty building in Saint Petersburg |
Kuzul an Amiraliezh (rusianeg: Адмиралтейств-коллегия, Admiralteystv-kollegiya) a oa ur strollad uhel er velestradurezh eus Morlu Impalaeriezh Rusia hag Amiraliezh ar chanter-bigi, savet gant Pêr Iañ d'an 12 a viz Kerzu 1718, ha gant al lec'h-penn e tour an Amiraliezh, e Sant-Petersbourg. Bez e oa meur a amiraliezh a oa renet gant ar C'huzul en Impalaeriezh Rusia evel Amiraliezh Nikolaev da skouer.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kefridioù Kuzul an Amiraliezh a voe kemmet hervez ar mare istorel. Ober a rae war-dro sevel listri-brezel, porzhioù, kanolioù ha melestriñ chanter-bigi an Amirelezh e Sant Petersbourg. Kuzul an Amiraliezh a oa karget ivez a sevel armoù ar Morlu rusian kement hag an dafariñ, gourdonañ ofiserien ar morlu. Kentañ penn Kuzul an Amiraliezh e oa bet ar C'hont Fyodor Apraksin.