Mont d’an endalc’had

Kursaal

Eus Wikipedia
Kursaal Bad Cannstatt
Kurhaus Wiesbaden

Kursaal zo ur ger alamanek hag un anv a vez graet eus savadurioù zo e meur a vro. Kurhaus a vez lavaret a-wechoù ivez.

Dont a ra eus Kur (cūra e latin) ha Saal (sal), da lavarout eo sal-bareañ, pe Haus (ti), ha neuze ti-pareañ, pe ti-yec'hed. Kavout a reer an anv er broioù alamanek dreist-holl (Alamagn, Aostria, Belgia, Izelvroioù), rak er broioù gallek hag italianek e veze graet gant ar ger kazino kentoc'h.

Roet e veze an anv da savadurioù bras en XIXvet kantved e kêrioù ma teue an dud da hañviñ war zigarez yac'haat. Eno e veze salioù-debriñ, salioù-dañs, c'hoariva, salioù-c'hoari (kartoù ha c'hoarioù arc'hant).

Sed un toulladig eus ar re anavezetañ:

Kurhaus Semmering, en Aostria.
Kursaal Donostia.
Kurhaus Scheveningen, gwelet eus an aod