Kuito
Neuz
Kuito zo ur gêr e-kreiz Angola, kêrbenn proviñs Bié.
Savet e voe Kuito e 1750 gant Portugaliz war ul lec'hienn a-bouez eus ar rouantelezh Ovimbundu. En XIXvet kantved e voe anvet kêr Silva Porto, diwar anv an ergerzher António da Silva Porto. Pa voe savet an hent-houarn a liamme Kuito ouzh an aod, ha dre ma vez plijus an amzer er c'horn-bro, e teuas meur a drevadenner portugalat da anneziñ eno e penn kentañ an XXvet kantved.
Da vare ar brezel diabarzh e voe seziset Kuito gant soudarded an UNITA e-pad nav miz e 1993 ha 30 000 den a varvas.