Mont d’an endalc’had

Kronikennoù Plac'h nevez Breizh

Eus Wikipedia

Kronikennoù Plac'h nevez Breizh (japaneg: Bretagne Hanayome Ibun) zo ur manga istorel ha seinen treset ha skrivet gant Takehara Junji, hag embannet gant Tokuma Shoten e Japan ha Kurokawa e Breizh. Memes er stumm japanek eo bet klasket gant an aozour plantañ brezhoneg evit ma vije gwiroc'h an oberenn a-fed istor[1].

Alies e vez keñveriet ouzh Vinland Saga, ur manga damistorel e bed ar vikinged [2].

Breizh en XIIIvet kantved. Tomaz un haroz a heuilh e vestr en emgannoù. Gloazet e fin unan eus an emgannoù-se, e aotrou a fiziañ ennañ ur c'hefridi ispisial: kavout danvez pried evit dug Breizh. Evit en ober emañ Tomaz o vont da gemer perzh en un tournamant marc'hegerien.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]