Kroc'hen
Ar c'hroc'hen zo ur gwiskad a c'holo korf an darn vrasañ eus ar mellkeineged, an den en o zouez, koulz ha hini loened all. E rolloù pennañ eo gwareziñ ha derc'hel ur c'hementad dour dereat er c'horf.
Kroc'hen an dud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kroc'hen an den zo anezhañ un organ a zo graet gant meur a wiskad gwiadoù. Goleiñ ha gwareziñ a ra korf an den. Dre vras e c'holo 2 m² ha 5 kg eo pouez kroc'hen un den en e oad-gour. Etre 1.5 ha 5 mm eo e devder, hervez al lec'hioù goloet gantañ : tanav eo war ar malvennoù ha tev dindan an treid. Gant ar c'hroc'hen e vez ganet danvezioù evel ar blev pe an ivinoù.
Daou wiad a ya d'ober ar c'hroc'hen : an ezkroc'hen (pe : epiderm)[1] hag an donenn (pe : derm)[1].
War an diavaez e sko an ezkroc'hen, setu e c'houzañv ar c'henstok gant an endro. Ur gwarez kentañ eo evit ar gwiadoù dindanañ dre m'eo dalc'hus ha didreuzus. Ouzhpenn da se ez eo gwevn ha stirennek, kuit da vezañ ur skoilh ouzh fiñvoù ar c'horf. Gwellaet c'hoazh eo gwevnder ar c'hroc'hen gant ur film savet diwar meskaj ar soav (pe: sebom)[1], un danvez druz a zo borc'het gant gwagrennoù en ezkroc'h, hag ar c'hwez. Kaletaet eo gorre an ezkroc'hen gant proteinar c'heratin hag a zo niverus ennañ.
Tevoc'h eo an donenn eget an eezkroc'hen. Graet eo gant ur gwiad stirennek pourvezet-mat e wazhied hag e nervennoù. Pennoù an nervennoù a zastum ar c'hemennoù a zo dielfennet gant skiant ar stekiñ. A-drugarez d'ar gwiennoù kollagen hag elastin a zo ennañ e c'hell ar c'hroc'hen astenn-diastenn. En donenn ivez emañ kigennoù lufr ar c'hroc'hen, gwagrennoù ar soav hag ar c'hwez hag ar bolc'h blev.
Dindan ar c'hroc'hen (ezkroc'hen ha tonenn) emañ ar c'houdonenn, ur gwiad laosk a endalc'h ul lodenn vat eus druzoni ar c'horf. Ar gwiskad druz-se a ya d'ober ur gwarez diouzh ar stroñsoù hag ar c'holl gwrez.
Koshaat a ra ar c'hroc'hen, ar pezh a zo anataet gant ar roufennoù. Digreskiñ a ra ivez an niver a wiennoù elastin ha war zispennaat ec'h a ar c'hollagen en donenn. Diwar-se e koll ar c'hroc'hen un nebeud eus e stirennegezh.
9- Blevenn |
1- Toullig c'hwez |
Kunujenn ha sakreadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez ar ger kroc'hen evel kunujenn ha sakreadenn evel-mañ :
- Kroc'hen ac'hanout ! , da lavarout eo gast ;
- Daonet 'vo kroc'hen ma ene ! (pe kroc'hen ma eskern !, pe kroc'hen ma c'hazh !)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar ger kroc'hen pe krohen er geriadurioù (Le Trésor du Breton parlé, Geriadur brezhoneg An Here)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 Martial Ménard (2012), Dictionnaire français-breton, Palantines, ISBN 978-2-35678-069-0