Mont d’an endalc’had

Kren-douar ha tsunami 2004 er Meurvor Indian

Eus Wikipedia
Kren-douar ha tsunami 2004 er Meurvor Indian
Tsunami, gwallzarvoud naturel, desastre, Kren-douar
Daveennoù douaroniel3°17′42″N 95°58′55″E Kemmañ
Deiziad26 Kzu 2004 Kemmañ
Modified Mercalli intensity scaleMercalli scale IX Kemmañ
Map

D'ar 26 a viz Kerzu 2004, da 07:58:53 eur lec'hel (UTC+7), ur c'hren-douar ramzel gant ur magnitud 9.2–9.3 a oa bet e Meurvor Indez, ar c'hreiz o vezañ e kornôg arvorioù norzh Sumatra, en Indonezia. Ar c'hren-douar dindan vor a zo bet anvet gant ar skiantourien Kren-douar Sumatra–Andaman.

Un tsunami gant gwagennoù ken uhel a 30 metr, anvet Boxing Day Tsunami goude ar Boxing Day holiday, pe an Tsunami Aziat a oa bet drastus evit ar c'humuniezhoù tud o vevañ en arvorioù tro-dro ar Meurvor Indian. Lazhet e oa bet e-tro 227 898 den e 14 bro, ar pezh a ra eus ar gwallreuz naturel-se unan eus ar re washañ en istor Mab-Den. An disoc'h ouzhpenn an distrujoù hag ar c'holloù denel ramzel a oa bet torr pe labez an dezougen, ar c'henwerzh kement hag izeladur al live bevañ er rannvroioù bet tizhet, evel en Aceh (Indonezia), Sri Lanka, Tamil Nadu (India) ha Khao Lak (Thailand). E Banda Aceh e oa e bet ar muiañ a dud lazhet. Ar gwallreuz naturel marvusañ eo en XXIvet kantved, hag ar gwashañ tsunami en istor Mab-den. Ar gwashañ gwallreuz naturel eo en istor Indonezia, Sri Lanka ha Thailand.

Ar c'hren-douar kreñvañ e oa bet en istor Azia, ar gwashañ kren-douar e oa bet ivez en XXIvet kantved, hag an trede kreñvañ bet enrollet en istor abaoe krouidigezh ar simograf e 1900.