Krav-maga
Krav Maga | |
---|---|
Daou soudard o pleustriñ krav maga en ur skol harzlammerien israelat, 1955. | |
Doare emgann | |
Krouer | Imi Lichtenfeld |
Bro orin | Israel |
Ar c’hrav-maga (hebraeg : קְרַב מַגָּע) zo un doare emgann a-dost hebreat hag a bouez war deskadurezh ar barregezhioù emzifenn. Savet eo bet evel reizhiad emzifenn gant lu ha servijoù kelaoua Israel, evit en em zifenn krog-ha-krog ouzh an dagerien.
Gant kalz a servijoù polis ha milourel er bed e vez implijet an hentenn-mañ : gant an FBI, an DEA hag ar Marine Corps er Stadoù-Unanet ; gant ar GIGN, ar RAID hag al Légion Étrangère e Bro-C'hall ; pe gant an SAS er Rouantelezh-Unanet.
Krouet e oa bet gant Imi Lichtenfeld er bloavezhioù 1930 e Tchekoslovakia. Diwar deknikoù emgann-straed eo bet savet, war-lerc’h argadennoù faskour a-enep Yuzevion. Boks, judo, ju-jitsu ha gouren zo mesket en hentenn-mañ.
Tri doare gouren zo : unan implijet gant an arme, unan gant an nerzhioù urzh hag unan digor d’an holl.
Imi Lichtenfeld a oa bet ganet e Budapest e 1910. Gant e dad, un archer brudet, e oa bet awenet. Gounezet en doa kalz a gevezadegoù sport (gouren, boks hag embregerezh-korf). Bodañ a reas meur a c'hourenour evit difenn ar Yuzevion er bloavezhioù 1930 hag e-pad an Eil Brezel-bed.
Diazezet eo teknikoù ar c'hrav-maga war ar buander hag an eeunded, evit bezañ prest ar buanañ posupl ha gant ar muiañ a ziogel.
Aozadurioù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe marv Imi Lichtenfeld, ez eus bet krouet meur a gevread en Europa hag er bed a-bezh.
E 1997 eo bet krouet Kevread europat krav-maga gant Richard Douieb. Staliet eo ar c'hevread e Bro-C'hall, gant ar pal respont d'ur goulenn brasoc'h-brasañ e Bro-C'hall hag er peurrest eus Europa, hag ivez evit stummañ ar gelennerien a-zoare[1].
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Florent Bouteiller, Les femmes cèdent à la Krav mania, Le Monde, 21 a viz Meurzh 2013