Kemeridigezh Kergustentin

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Seziz Kergustentine (1453) livet gant Jean Le Tavernier goude 1455

Kemeridigezh Kergustentin (gresianeg bizantat: Ἅλωσις τῆς Κωνσταντινουπόλεως, romanekadur: Hálōsis tē̂s Kōnstantinoupóleōs; turkeg: İstanbul'un Fethi, 'Aloubadenn Istanbul') a vez graet eus aloubadenn kêr-benn Impalaeriezh Bizantion gant an Impalaeriezh Otoman. Kemeret e voe kêr d'an 29 a viz Mae 1453, goude ur seziz a badas 53 devezh hag a oa kroget d'ar 6 a viz Ebrel 1453.

Al lu Otoman a oa kalz niverusoc'h eget na oa difennerien Kergustentin, hag en e benn e oa ar Sultan Mehmet II 21 bloaz (lesanvet diwezhatoc'h "an Alouber"). E tu Kergustentin e oa an impalaer Kustentin XI Palaiologos e penn al lu. Ur wech aloubet kêr, Mehmed II a implijas Kergustentin evel kêr-benn nevez d'an Impalaeriezh Otoman, o kemer plas Hadrianopolis.

Kemeridigezh Kergustantin eo fin Impalaeriezh Bizantion, ha neuze an Impalaeriezh Roman.