Kostas Varnalis
Ur barzh gresianek e oa Kostas Varnalis (gresianeg: Κώστας Βάρναλης; bulgareg: Костас Варналис).
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e oa bet Varnalais e Burgas e Bulgaria e 1884 hag evel ma tiskwel e anv-familh e oa e familh a orin eus Varna.
Kas a reas da benn e studioù eil-derez e skolioù gresianek Plovdiv ha labourat a reas e-pad un nebeud bloavezhioù evel kelenner e Burgas.
Diwezhatoc'h en em stalias en Aten ma plegas gant e studioù war al lennegezh e Skol-Veur Broadel ha Kapodistrek Aten.
Tapout a reas e aotreegezh eno e 1980 ha stagañ da gelenn adarre.
E 1919 ec'h eas gantañ ur yalc'had-studi ha beajiñ a reas da Bariz ma studias filosofiezh, lennegezh ha sokiologiezh.
E-keit e brantad-studi an hini e oa m'en droas gant ar varskouriezh hag adwelet a reas neuze e vennozhioù diwar-benn ar teorienn hag ober ar varzhoniezh.
Abalamour d'e gredennoù politikel e oa bet difennet outañ labourat evit ar Stad, zoken en deskadurezh, ha stagañ a reas gant e vicher a gazetenner ha kenderc'hel a reas ganti betek fin e vuhez.
E varzhoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Embann a reas e varzhoneg kentañ dindan an anv-pluenn "Φηγεύς" (Figefs) en ur bemdezieg eus Plovdiv.
Embannet e oa bet evit ar wezh kentañ e Gres er gelaouenn "Νουμάς" (Noumas) dindan e wir anv.
Embannet e oa bet e dastumadenn gentañ en Aten e 1905 dindan an titl "Κηρύθρες" (Kirithres).
E 1922 e embannas e eil dastumadenn dindan an titl Ar sklerijenn hag a dev ("Το φως που καίει").
Roet e oa bet dezhañ Priz Lenin ar Peoc'h e 1959.