Mikroprosesor
Ar mikroprosesor, empenn ar c’hompoder
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar mikroprosesor (pe korrgewerier) eo unvez kreiz tretiñ (UKT) ar c'hompoderioù. Graet eo gant un niver bras-tre a gompozantoù elektronikel - tranzistorioù hag elfennoù elektronikel all - munut-tre, kenstrollet war ar memes roudad integret semikonduer. Ar roudad-se vez anvet ivez skantenn : ur blakennig dafar semikonduer eo.
Roll ar mikroprosesor eo merañ labour ar c’hompoder dre jubenniñ ha peurgas stadamantoù ur program.
Doare-labourat ar mikroprosesor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eztaolet vez frekañs labourat ar prosesorioù e Hertz (simbol Hz). Ar frekañs labourat eo an niver a sikloù horolaj dre eilenn.
Un horolaj a zo ur c'hompozant elektronikel hag a ro d’ar prosesor e ritm labourat. Er bloavezh 2005 e kaver er c’hoñvers kompoderioù gant frekañsoù horolaj betek 4 GHz.
Seul brimoc'h an horolaj, seul vrasoc'h an niver a stadamantoù program peurgaset gant ar mikroprosesor dre unanenn amzer. Hogen daoust da IBM a gendalc'h da greskiñ frekañsoù e brosesorioù (tro 6 GHZ hini ar Cell) , e 2006 ha 2007 o deus cheñchet an embregerezhioù bras o zoare da sevel prosesorioù galloudusoc'h: e lec'h kreskiñ atav frekañs ar mikroprosesor o deus liesaet hemañ (Core 2 Duo eus Intel, AMD 64 X2 eus AMD, ha lod all da heul). E fin ar bloavezh 2007 e tlefe erruout ar c'hentañ prosesorioù gwerzhet d'ar brasañ niver gant pevar "galon" (pevar prosesor liammet kenetrezo). E 2010 ez eus bet kroget ur seurt nevez gant 6 "kalon".
Er mikroprosesorioù ez eus daou seurt lodennoù a-bouez : an unvez kontroll (UK) hag an unvez jediñ anvet ivez unvez aritmetikel ha lojikel (UAL).
An unvez kontroll a ren doare labourat ar prosesor dre heuliañ stadamantoù ur program raktermenet. Eviti ne dret ket an data ac'h erru er prosesor : sekañsiñ ra an operadennoù da vezañ graet warne gant an unvez jediñ.
An unvez jediñ zo he labour ober an operadennoù aritmetikel ha lojikel war an data binarel pourchaset d'ar prosesor. Ouzhpenn un unvez jediñ a c'heller kaout en ur mikroprosesor.
Penaos vez fardet ar mikroprosesorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hirie an deiz e vez engravet ar mikroprosesorioù war ur galetezenn silisiom dre an doare-fardañ industriel anvet fotolitografiezh. Ar galetezenn silisiom vez anvet wafer (saozneg).
Ar wafer zo dezhañ un treuzkiz etre 20 cm ha 30 cm..
Da gentañ e vez oksidet gorre ar wafer dindan wrez ha gant oksigen pur, ar pezh a sav ur gwiskad dioksidenn silisiom (SiO2).
Da eil e vez goloet gorre ar wafer gant ur gwernis fotosantidik hag a c'hell bezañ disolvet diwar aktadur ar skinoù usmouk (UV).
An trede pazenn er hentenn-fardañ-se eo taoler bannoù skinoù UV war ar wafer a-dreuz ur maskl hag a zo anezhañ tresadenn ar roudad da vezañ aozet. Ar gwernis a gouezh warnañ ar skinoù UV a zo disolvet eta.
Gant un drenkenn e vez dilamet goude se an oksidenn ha n'eo ket gwarezet ken gant ar gwernis.
Evit echuiñ e vez disolvet ar gwernis ha n'eo ket bet taget gant ar skinoù UV.
E fin ar gont ne chom ket ken war gorre ar wafer nemet ar roudad elektronikel graet gant oksidenn silisiom.
Ar farderien a zeu a-benn d'ober engravadurioù munutoc'h-munutañ : en 2005 e veze engravet roudadoù elektronikel dezhe ar moander a 0,09 mikron (pe 90 nanometr), 2007 ez eo gouest an embregerezhioù da engraviñ e 65nm ha zoken e 45nm. Pall ar vihanadur-se a zo izelaat prizioù an unanenn: tu ' zo en ur vihanaat gorread ar prosesorioù lakaat muioc'h anezho war ur wafer.
Geriaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- unvez kreiz tretiñ unité centrale
- unvez kontroll unité de commande
- unvez jediñ unité de calcul
- unvez aritmetikel ha lojikel unité arithmétique et logique
- roudad integret circuit intégré
- skantenn puce électronique
- semikonduer semiconducteur
- stadamant instruction
- operadenn opération
- dataenn vinarel (liester data binarel) donnée binaire
- doare-fardañ, prosed fardañ procédé de fabrication
- aktadur action
- fotosantidik photosensible
- bann skinoù faisceau de rayons
- trenkenn acide