Kaozeal:Mikroprosesor
Salud dit Yann-Bêr,
Lennet em eus ar pennad dedennus-mañ gant aket.
Setu amañ un nebeud evezhiadennoù war ar yezh:
- unvez greiz tretiñ (UGT) hag unvez gontroll (UG)
Souezhet on gant ar c'hemmadurioù K/G goude "z" ha pa vefe benel ar ger "unvez". Skrivet am bije "unvez kreiz tretiñ (UKT)" hag "unvez kontroll (UK)".
- trañzistorioù
Din da c'houzout ne vez ket kavet an heuliad sonioù "añz" e brezhoneg. Skrivet am bije "tranzistor".
- programm
programm pe program a ranker skrivañ?
- stadamant
Moarvat e teu ar ger-se eus ar saozneg "statement" (déclaration e galleg). Met ne welan ket peseurt liamm a vije etre ar brezhoneg stad pe stadañ hag ar pezh a sinifi stadamant en da bennad.
- industrial
Amañ c'hoazh e kav din ez eus ur ger saoznek. Daoust ma veze kavet an dibenn "-al" gwezhall e brezhoneg (e-barzh an anv-familh Lofficial da skouer) e soñj din e vez graet bremañ gant "-el". Setu em bije skrivet industriel.
- bioksidenn silisioù
Ne vefe ket "dioksidenn silisioù" kentoc'h? (peogwir emaomp gant gwrizioù gresianeg)
--Yun 08:24, 23 July 2005 (UTC)
Boulc’hañ ur gaozeadenn diwar-benn Mikroprosesor
E pajennoù kaozeal e komzer diwar-benn an tu gwellañ da aozañ endalc’h war Wikipedia. Gallout a rit boulc’hañ ur gaozeadenn nevez er bajenn-mañ evit divizout gant re all penoas gwellaat Mikroprosesor.