Mont d’an endalc’had

Korn (strollad)

Eus Wikipedia
Korn
KoЯn e-pad un abadenn er Live on the Other Side tour e Milwaukee.

Bro orin Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Doare(où) Nu metal, alternative metal
Bloavezhioù oberiant abaoe 1993
Label(ioù) Epic, Immortal, EMI, Virgin
Lec'hienn ofisiel https://kornofficial.com/

Izili Jonathan Davis
James "Munky" Shaffer
Reginald "Fieldy" Arvizu
Ray Luzier
Izili bet er strollad Brian "Head" Welch
David Silveria

Korn, pe KoЯn hervez o logo gant ur bennlizherenn R en tu-gin, a zo ur strollad neo-metal (pe nu-metal), bet savet e 1992 e Baskersfield, e bannlev Los Angeles, SUA. Ur strollad stummet gant al leurenn eo Korn, ha leun a abadennoù a rejont a-raok bezañ gwelet gant Ross Robinson, hag a voe o froduktour kentañ. Korn a embannas ur bladenn gentañ, « Korn » he anv, e 1994. Buan e teuas ar bladenn da vezañ anavezet, ha dont a reas Korn da vezañ arouez ur rummad strolladoù metal nevez gant Marilyn Manson hag an Deftones. Gant ur sonerezh teñval ha pozioù nepell diouzh an neuroz eo KoЯn ur strollad hag a sav bec'h. E miz C’hwevrer 2005, Brian « Head » Welch a guitaas ar strollad evit en em ouestlañ d’ar relijion gristen.

Head a zo gitarour kozh KoЯn. Erlerc’hiet e voe e 2005 gant Rob Patterson (bet gitarour er strollad Otep). Met hennezh ne son nemet e-pad an abadennoù, pa ra Munky war-dro ar gitaroù e-unan er studio. Ne ya ket Rob e plas Head war al leurenn, met chom a ra kuzhet a-dreñv, ha maskl ur c’honifl zo war e zremm.

Kroget e oa pep tra gant ur strollad anvet LAPD, hag a oa bodet ennañ Munky, Fieldy, David ha Richard Morill (ha n'eo ket Richard Morales evel eo faziet re alies) o kanañ. Seniñ a raent war leurennoù bihan tro-dro Los Angeles betek 1989, pa voe graet ur "single" kentañ, Love And Peace, Dude (da lavaret eo LAPD, o taveiñ, dre fent, da Los Angeles Police Department) war al label Triplex records. E 1991 e embannjont o fladenn gentañ, Who's laughin' now ?. Met skarzhet e oe ar c’haner, dre ma seblante re « ispisial ». Kontet en deus Munky e nac’has Morill kanañ dre m’en doa Munky troc’het e vlev, ar pezh en doa torret ar « wave », hervez ar c’haner. Dre-se ez eas LAPD d’ar strad. Divizout a rejont neuze ar sonerien kemer Brian « Head » Welch ganto evit krouiñ ar strollad Creep. Head ha Munky en em anavezent abaoe ar skolaj, met nac’het e oa bet gant LAPD kaout un eil gitarour. N’en doa labouret Head evito nemet er studio. Met ar strollad a oa hep kaner bepred. Jonathan Davis a gane er strollad Sex art. Ne anavezer nemet ur ganaouenn eus ar strollad-mañ, Inside he anv, hag a vez kavet war un dastumadeg bodet enni strolladoù bihan eus Baskerfield, Cultivation '92. En un abadenn eus ar strollad-mañ, Munky ha Head a oa o vont kuit eus sal pa voe klevet ganto mouezh Davis. « Chomet omp ar fri war ar gloued », hervez Munky. Kinniget e voe neuze da Jonathan Davis d’ober un taol-esae gant ar strollad. Ne oa ket gwall entanet Davis, met a-du e voe memestra. Divizout a ra Creep da seniñ Alive, ur sonerezh krouet ganto. « Ha kroget en deus da ganañ war hor sonerezh » a lavar Munky. « Gouiet hon eus diouzhtu e oa an hini a glaskemp ». Erfin e cheñchas anv ar strollad ha Jonathan Davis a voe kemeret e-barzh Korn. Gallout a raer ouzhpennañ en em anavezent Fieldy ha Jonathan, rak o zadoù a sone er memes strollad. Pa oant bugale, Fieldy a oa drouk a-walc’h gant Jonathan : « Laerezh a rae din ma z/t-shirtoù » a zisklêrias diwezhatoc’h ar c’haner. Gouzout a raer ivez e oa Fieldy hareller Jonathan pa oant er skol asambles.

Pladennrolladur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur bloavezh goude LAPD, enbarzhet e voe Jonathan Davis er strollad, divizout a reas ar sonerien cheñch anv ar strollad evit Ko?n ha sinañ ar bladenn Korn gant Epic. Ar bladenn gentañ-man, produet gant Ross Robinson (lesanvet ar 6vet den) a ginnig ur metal gant ur son pouner, ar pezh a zo skoazellet gant ur son gitar-boud 5-kordenn pounneroc’h c'hoazh, ha pozioù du hag a zeskriv bugaleaj ar c’haner, evel ar ganaouenn Daddy (an daouzekvet kanaouenn) hag a gomz eus ar boan en deus gouzañvet Jonathan Davis pa n’eo ket bet kredet gant e dud p’en doa lâret dezho e oa bet gwallgaset en un doare reizhel. Lâret e vez eo ar bladenn-mañ a gasas giz an neo-metal er bloavezhioù 1990, da skouer e implij ar gitar-boud 5 kordenn (implijet gant Fieldy), pe c’hoazh ar gitar 7 kordenn (implijet gant Head ha Munky).

Life is peachy

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1996 e voe embannet eil pladenn Korn, produet ur wech ouzhpenn gant Ross Robinson. Sonioù ar bladenn-se a zo mui-pe-vui ar memes doare ha reoù ar bladenn gentañ, met gant pozioù duoc’h c’hoazh : Jonathan a gomz enno eus e vuhez en e destennoù a zeu da vezañ heugusoc'h-heugusañ (gwallgaset en un doare reizhel pa oa bugel, lakaet a-gostez gant e gamaraded-skol, digomprenet gant e dud…). Ur berzh gwir en deus bet ar bladenn-mañ, pergen abalamour d’ar single a.d.i.d.a.s. Kanaouennoù evel Good god pe Kill you a zo deuet da vezañ kanaouennoù mojennel evit faned ar strollad.

Follow the leader

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1998 e voe embannet o zrede pladenn gant Korn. Produet e voe gant Steve Thompson, Toby Wright hag ar strollad : souezhañ a rejont gant ur sonerezh du ha pounner, pozioù dour-glas ha sonioù hip-hop. Faned a-leizh a voe displijet gant kanaouennoù levezonet gant ar rap evel Children of Korn, All in the family pe c’hoazh Cameltosis. Ar c’hanaouennoù-se a zo o zri duoioù etre Korn hag, er memes urzh, Ice cube, Fred Durst (Limp Bizkit) ha Tre (The phracyde). Ar strollad a grogas neuze un droiad (hag a zeuio da vezañ ur festival bloaziek) : The family values tour, gant strolladoù o kemer perzh evel Limp bizkit, Orgy, Rammstein

Ar pevare bladenn-mañ, produet gant Brendan O'Brien, a voe embannet e 1999. Kavet e vez ennañ un emdroadur e sonerezh Korn : ar c’hanaouennoù zo hesonek-kenañ ha mesket gant endroioù pounner. Ur berzh mat a voe graet gant ar bladenn, met rannet eo ar faned gantan. Divizout a reas neuze ar strollad d’ober un ehan, abalamour da skouer da gudennoù yec’hed David Silveria. Profitañ a reas Fieldy evit enrollañ e bladenn solo kentañ, Fieldy's dream. E-pad an amzer-se e labouras Jonathan war sonerezh ar film Queen of the damned gant Richard Gibbs.

Untouchables

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pempvet pladenn ar strollad, produet gant Michael Beinhorn, a zo bet enrollet gant ar memes spered eget hini Issues, met gant un aergelc’h a zo bet labouret gwelloc’h. Embannet e voe e 2002 goude tri bloaz. Ar bladenn-mañ a rannas muioc’h c’hoazh ar faned, abalamour d’ar fed eo kalz hesonekoc’h eget ar pladennoù kentañ.

Take a look in the mirror

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un distro war o mennozhioù a seblant ar strollad bezañ graet gant ar bladenn-mañ embannet e 2003, hag a ginnig ur sonerezh feuls-kenañ, hep an efedoù implijet war Issues pe war Untouchables. An duo etre ar rapour Nas ha Jonathan war ar ganaouenn Play me a zo marteze kanaouenn wellañ ar bladenn. Unan eus pladenn feulsañ ar strollad, met ivez unan eus an nebeutañ labouret, ar strollad en deus disklêriet n’en deus ket graet leun a strivoù e-pad an enrolladenn. Memestra, kanaouennoù evel Right now, Break some off pe c’hoazh Y'all want a single a ziskouez mat n’en deus ket KoЯn kollet e nerzh abaoe Issues. Produet eo bet ar bladenn-mañ gant ar strollad e-unan dre ma ne ouient ket gant piv e c’hellent labourat, met ivez ha dreist-holl peogwir o doa c’hoant bezañ o-unan e penn an traoù.

Greatest hits vol. 1

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit echuiñ gant o c’hevrat 7 pladenn gant Epic, KoЯn a embannas e zastummadeg kentañ e 2004, hag a ouzhpennas enni div ganaouenn nevez, Word up hag Another brick in the wall er memes spered hag evit ar bladenn diwezhañ, met gant ur mank a nerzh hervez tud zo. Ar ganaouenn gentañ a zo un adkemeradenn eus ar strollad stadunanat Cameo, pa vez an eil un adkemeradenn eus ar strollad Pink Floyd. Hennezh a blijas kalz d’ar faned, rak kanet eo teir lodenn ar ganaouenn gant KoЯn, (an trede lodenn eo an hini anavezetañ).

See you on the other side

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D’ar 6 a viz Kerzu e vez embannet pladenn diwezhañ Korn : ur wech ouzhpenn e vez souezhet an holl gant ar bladenn-se a ginnig sonioù e spered Untouchables, gant hensonioù hag un aergelc’h labouret-kenañ, See you on the other side a lak memestra da soñjal er sonerezh indezat kentoc’h eget en heavy, hag a oa stil pennañ Untouchables. E-pad an enrolladenn, kuitaat a reas Head ar strollad abalamour m'en doa kavet hervezañ ar feiz e Doue. Adalek an deiz-se, laoskel a reas ar strollad a-gostez evit en em reiñ d’e gredenn penn-da-benn. Div ganaouenn a voe c’hoariet a-raok embannadur ar bladenn e-kerzh an droiad european en hañv 2005 : Twisted transistor, single kentañ ar bladenn, hag Hypocrites, ur ganaouenn a gomz eus an Iliz, ar pezh a dalv n’eo ket c’hoazh echu an istor gant Head. Ar ganaouenn Twisted transistor, single kentañ, a zo bet anavezet dre he c’hlip, e-lec’h ma vez o mignoned x-zibit, lil'jon, David Banner ha Snoop dog o zrevezañ anezho. Ar ganaouenn Coming undone a zo bet dibabet da vezañ eil single ar bladenn.

Videoioù ha DVDoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Who then now? : video ofisiel kentañ KoЯn, kavet e vez enni atersadennoù, filmadennoù risklerez ha pevar c'hlip.
  • Deuce : un DVD, holl klipoù KoЯn betek ar bladenn Issues ennan, ha sekansoù diwar-benn buhez ar strollad er studio, e zroiad… ouzhpenn da se e vez kavet en DVD-man « Who then now? », hag a oa dijà bet embannet e VHS.
  • Ko?n live at hammerstein, N.Y.C. : kentañ DVD live ar strollad. Enrollet eo bet an DVD e-pad abadenn-lañs ar pempvet bladenn, Untouchables. Tremenet e voe an abadenn er memes amzer e salioù sinema er bed a-bezh, ar pezh a oa ur pezh teknologel nevez-flamm.

Istorioùigoù vihan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Anv ar strollad a voe kavet gant Jonathan Davis. Gantañ e vez displeget orin an anv-man en DVD Deuce. Da vare krouadur ar strollad, kontet e oa un istor iskis hag un tamm dislonkus : e-pad ur fest, bez e oa daou zen heñvelreviad o pokat an eil d'egile. A-greiz-holl, unan eus an daou a grogas da lipat revr egile. Kemeret gant un droug-bouzelloù, hennezh a gac’has e-barzh genoù e vignon. Ar paour-kaezh, o klask en em dizober, en dije adkavet ur c'hreunenn maiz (corn e saozneg) en e c'henoù. Heuget gant an trouzioù-trepasoù-mañ, kinnig a reas Jonathan anv KoЯn (corn skrivet evel e skrivfe ur bugel). Asantet e voe gant ar re all. Menoz an Я a zo deuet pa oa Jonathan o skrivañ ul logo : skrivañ a reas an R gant an dorn kleiz, ha skrivet e voe an R en tu fall hep ober espres-kaer.
  • Head a vez lezanvet e-giz-se abalamour da vent e benn, hag a zo bras-kenañ hervez ar sonerien all.
  • Jonathan Davis a zo lezanvet « HIV » abaoe ar skolaj, e-lec’h ne oa ket karet e look new-wave. E voanded hag e neuz un tamm lallig (a-wechoù e lakae eye-liner) en deus roet dezhañ al lesanv-mañ rak an holl a grede en doa ar SIDA. Tatouet en deus al lizherennoù H-I-V war e vrec’h kleiz.
  • Abaoe eo aet kuit Head, Munky a gav gwelloc’h ne vefe ket ar gitarour nevez war al leurenn e plas Head. E-pad an abadenn, ar c'hanaouennoù o deus ezhomm a div c'hitar an aliesan, neuze e son Rob Patterson a-dreñv an amplaerioù. Ret eo gouzout eo aet Patterson un tamm en a-raok war al leurenn e-pad an troiadoù diwezhañ, met n’eo ket e plas Head, ha dougen a ra maskl ur c’honifl.
  • Munky a zo lesanvet e mod-se blamm da bizied e zreid hag en em zistok en un doare direizh, evel ur marmouz (monkey pe munky e saozneg)


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Korn
Jonathan DavisJames "Munky" ShafferReginald "Fieldy" ArvizuDavid Silveria
Skoazellerien ha Backing Band : Clint LoweryZac BairdKalen ChaseMichael JochumTerry Bozzio (nepell er strollad) • Rob Patterson (nepell er strollad) • Joey Jordison
Izili kozh : Brian "Head" Welch
Pladennroll Korn
Pladennoù hag Ep-où Neidermeyer's MindKornLife Is PeachyFollow the LeaderIssuesUntouchablesTake a Look in the MirrorGreatest Hits, Volume 1See You on the Other SideLive and RareMTV Unplugged: Korn(eizhvet pladenn, dizanv)
Single-où BlindShoots and LaddersClownNeed ToNo Place To HideA.D.I.D.A.S.Good GodAll in the FamilyGot the LifeFreak on a LeashChildren of the KornB.B.K.Falling Away from MeMake Me BadSomebody SomeoneHere to StayThoughtlessAlone I BreakDid My TimeRight NowY'All Want a SingleEverything I've KnownWord Up!Another Brick in the WallTwisted TransistorComing Undone PoliticsFreak on a Leash feat. Amy Lee
Videorolladur Who Then Now?Family Values Tour '98 DVDDeuceKorn LiveLive on the Other SideFamily Values Tour 2006 DVD
Related content
Family Values TourKorn's Groovy Pirate Ghost MysteryKorn (awards hag anvidigezhioù)
Rummadoù: Kornpladennoù Kornkanaouennoù Korn