Mont d’an endalc’had

Kornôg Bro-C'hall

Eus Wikipedia
Ar Grand Ouest gall

Ar Grand Ouest ( e galleg) , pe Kornôg Bro-C'hall, zo un anv amofisiel evit komz eus an dachenn er c'hornôg da Bariz dre vras. Ne glot gant tiriad melestradurel ebet, n'eus bevenn ebet d'an dachenn.

Peurvuiañ e vez lakaet da glotañ gant an dachenn ma vez gwerzhet Ouest-France, hag a zo unan eus implijerien vras ar ger hag ar meizad, gant ar skinwel gallek France 3. Neuze e lakaer e-barzh ar Grand Ouest an teir rannvro c'hall-mañ: Rannvro Breizh, Basse-Normandie ha Broioù al Liger.

A-wechoù e vez lakaet ouzhpenn ar Poitou-Charentes (ma klask Ouest-France astenn e dachenn), departamantoù Indre-et-Loire ha Loir-et-Cher, hag ivez, nemet raloc'h, Haute-Normandie.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]