Konrad III Bourgogn
Konrad Bourgogn, pe Konrad III Bourgogn, lesanvet Konrad an Habask, ganet war-dro 925 ha marvet war-dro an 19 a viz Here 993, a voe roue Bourgogn adalek 937 betek e varv. Mab e oa da Rudolf II, kentañ roue Bourgogn, ha da Bertha Swabia. Konrad Iañ a vez graet anezhañ ivez, evel roue Bourgogn, ha Konrad III ivez a-wechoù, evel roue Provañs, ar vro a zeuas dezhañ dre hêrezh e 948. Sioul e voe e ren, ha karet e oa evit-doare. Ur brezel hepken a gasas, pa voe aloubet e vro war un dro gant ar Sarazined hag ar Vagiared, a lakaeas d'en em gannañ an eil re ouzh ar re all, ha goude mont d'o faezhañ a bep eil.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas da Matilda Bro-C'hall, merc'h da Loeiz IV Tramor, roue Bro-C'hall, ha Gerberga Saks. Pemp bugel da vihanañ o doe:
- Berta, pe Bertha Bourgogn (967 – 16 a viz Genver 1016), a zimezas da Odo Iañ (kont Bleaz), ha da Roperzh II, roue Bro-C'hall
- Matilda (ganet e 969), a zimezas marteze da Robert, Kont Geneva
- Rudolf (971 – 6 a viz Gwengolo 1032)
- Gerberga, pe Gerberga Bourgogn (ganet e 965), a zimezas da Herman II Swabia, Dug Swabia
Eil dimeziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eildimeziñ a eure da Adelaide de Bellay. Ur verc'h o doe da vihanañ:
- Gisela, pe Gisela Bourgogn (975 – 21 a viz Gouhere 1006), a zimezas da Herri II, Dug Bavaria