Odo Iañ Bleaz
Odo Iañ (pe Eudes e galleg) (950 – 995 pe 996), kont Bleaz (hag ivez Châteaudun, Chartres, Teurgn, Reims ha lec'hioù all c'hoazh), a oa unan eus ar gonted galloudusañ en amzer Huon Capet. Mab e oa da Tepot Iañ, lesanvet an Trucher, ha da Liutgard Vermandois, merc'h da Herbert II Vermandois.
Tabut a oa savet etre e dad hag arc'heskob Reims diwar-benn kastell Coucy, a voe roet dezhañ e 965, met « war verr dermen » gant an arc'heskob. Er bloavezhioù 970 en doe bec'h gant e amezeg Foulk III, kont Anjev, hag emglev a reas gant Konan Iañ, dug Breizh, enep dezhañ.
E 982 e timezas da v-Bertha Bourgogn, merc'h da Konrad III roue Bourgogn. E wreg en kuitaas da vont gant Roperzh II, roue Bro-C'hall, a oa dimezet.
Gwreg ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas da Verta Bourgogn ha ganti en doe: