Mont d’an endalc’had

Komz didaer

Eus Wikipedia
Marshall Rosenberg é predeg en ur stal-labour àr ar c'hehentiñ didaer, Neve Shalom ~ Wahat al-Salam, Israel (1990)

Ar c'hehentiñ didaer (a c'hell bout anvet ivez komz didaer, pe c’hoazh kehentiñ karantezus, komz karantezus, kehentiñ kenlabourus pe komz kenlabourus[1],[2]) zo ur feson da gehentiñ savet get Marshall B. Rosenberg (yezhoù arall) adal ar blezadoù 1960[3]. Implijet e vez lies da ziskloumiñ dizemglevoù. Pouez a lak àr tri zu d'ar c'hehentiñ : an empatiezh d’an-unan (da lâret eo un aked bras ha karantezus d'ar pezh a santer), an empatiezh (selaou doc'h an hini arall get karantez don) hag an emeztaol onest (em zisplegiñ gwirion en ur feson a savo karantez, moarvat, er re arall).

Diazezet eo ar gomz didaer àr ar soñj e c'hell razh an dud kariñ ha ne droont ket doc'h an taerded pe doc'h fesonioù a c'hloaz ar re arall nemet pa ne gavont strategiezh efedusoc'h erbet da vastiñ d'o doberioù[4]. Dre ar sevenadur eo e vez desket boazioù soñjal ha kaozeal hag a zegas taerded (psikologel hag a-gorf). Hrevet kelenn ar c'hehentiñ didaer e ta razh emzalc'hioù an dud ag ar c'hlask bastiñ da zoberioù diazez Mab-den (en) ha ne sav ket james bec'h etre an doberioù-se. Bec'h a sav kentoc'h pa ne gouch ket ar strategiezhoù da vastiñ dezhe. Ma c'hell an dud gouiet o doberioù, enta, doberioù ar re arall hag ar fromoù liammet doc’h an doberioù-se, e c'hellont tizhout an emglev etreze[5].

Kelennet e vez ar gomz didaer evel ur feson da gehentiñ evit gwellaat ar liamm karantezus doc’h ar re arall da gentañ. Gwelet eo ivez get lod evel ur pleustriñ speredel, un tolpad talvoudoù, ur feson da vout get ar vugale, un hentad desevel bugale hag ur feson da welet ar bed.

Implijet eo bet ar gomz didaer e aozadurioù hag embregerezhioù[6],[7], er familh[8],[9],[10], er skolioù[11],[12],[13],[14], en hanterouriñ[15], er bredkuriñ[16], e tachenn ar yec’hed[17], a-ziàr ar boued[18], en toulloù-bac’h[19],[20],[21] hag ivez evel un diazez d’ur levr evit ar vugale[22], e-mesk degouezhioù arall.

Implijet eo bet ivez get Rosenberg e programmoù evit ar peoc’h (yezhoù arall) e takadoù brezel, Rwanda, Burundi, Nigeria, Malaysia, Indonezia, Sri Lanka, Kolombia, Serbia, Kroatia, Iwerzhon en o mesk, hag ivez er Reter-Kreiz ha dreist-holl e Tiriadoù aloubet Palestina[23].

Kenstrollet ema bet ar c’hehentiñ didaer get an hentad HeartMath[24] da sevel ur pleustr anvet BePeace hag a sikour da ziazeziñ ar peoc’h. Kelennet e vez evel ur varregezh sokial ha fromel er skolioù publik e Costa Rica a-bezh[25], er Stadoù Unanet hag e broioù arall[26].

Istoer ha diorren

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daet eo ar gomz didaer pa oa Rosenberg é klask ur feson da skigniñ fonnapl barregezhioù peoc’hat, eme un danevell ag e vuhez hag a gaver e lec’hienn an Ti evit ar c’hehentiñ didaer (TKT). E kounskrid mestroniezh Marion Little (2008) e lenner e oa bet kresket gwriziad patrom ar c’hehentiñ didaer e fin ar blezadoù 1960, ma laboure Rosenberg àr enframmiñ ar gouennoù 'ba’r skolioù hag aozadurioù e kreisteiz ar Stadoù Unanet. Stumm kentañ ar patrom (evezhiadennoù, trivliadoù ha c’hoantoù troet d’an ober) a gaver en un dornlevr stummiñ skrivet get Rosenberg e 1972. Tro 1992 e taas ar patrom da vout evel m’ema bremañ (evezhiadennoù, trivliadoù, doberioù ha goulennoù). Cheñch a ra c’hoazh dre ar c’hendiviz a zo etre Rosenberg hag e geneiled ha stummerion àr ar gomz didaer. E fin ar blezadoù 2000 e voe pouezet evel-se àr an empatiezh d’an-unan a vehe un alc'hwez da efedusted ar patrom. Komz ag ar patrom muioc’h evel un argerzh a zo bet ur chañchamant arall a-c’houde 2000. Ar pouezusañ nend eo ket mui kement-se ar « lankadoù » o-unan mes kentoc’h youl ar bleustrerion pa gomzont (« ha c’hoant o dez da lakaat ar re arall d’ober ar pezh a faot dezhe pe d’ober evit ma vo muioc’h a ster en darempredoù ha ma chomo kontant pep hani ? »), pa selaouont (« hag ar youl a vez em aprestiñ evit ar pezh o do da lâret pe kinnig un evezh a galon ha respetus d’an hani arall ? ») ha kalite ar liamm get ar re arall[27].

E-kreiz diorren ar gomz didaer ema labour Rosenberg get en:Carl Rogers evit klask elfennoù un darempred sikourapl, hrevet Little. Rogers a lake pouez àr : 1) deskiñ àr an tach, 2) « bout didro a-ziàr e fromoù àr an tach », 3) bout kontant é selaou doc’h ar re arall « en ur feson hag a zasson evite », 4) em binvikat é « selaou doc’h ar re arall en ur mod krouiñ, oberiant, kizidik, spis ha karantezus », 5) santout « talvoudegezh don ar c’hemblac’h etre ar pezh a vez amprouvet en diabarzh, emskiant an den hag e vod da gehentiñ », ha, da-heul, 6) bourriñ é reseviñ karantez pe istim diziviz hag o roiñ d’e dro[27].

Levezonet get en:Erich Fromm, en:George Albee ha George Miller, e pellaas Rosenberg a-zoc’h pleustr ar bsikologiezh klinikel evit monet àr-raok kentoc’h dre ar gumuniezh. Diazezet e oa ar chañchamant-se àr ar soñjoù : (1) e tepant yec’hed-spered an dud a framm ar gevredigezh a vevont enni (Fromm), (2) n’hell ket ar yac’herion o-unan bastiñ da zoberioù ur gumuniezh (Albee) ha (3) anavet e vo gwell emzalc’h Mab-den ma roer ar bsikologiezh d’ar gumuniezh evit netra (Miller)[27].

Diskouez a ra labour kentañ Rosenberg get bugale diaes dezhe deskiñ ema intereset get ar bsikoyezhoniezh (yezhoù arall) ha nerzh ar lavar, hag ivez ar pouez a lak àr ar c’henlabour. Er penn-kentañ e voe adframmet an darempredoù kelennour-skolidi get patrom ar gomz didaer evit ma vehe atebekoc’h ar studierion àr o deskadurezh ha ma c’hellehent kemer divizoù é tenniñ doc’hti. Aet eo ar patrom àr-raok a-hed ar blezadoù betak derc’hel kont ag an darempredoù galloud en ensavadurioù (polis-keodedour, implijour-implijad, lakaomp) hag ag ar re brevez (da lâret eo paotr-plac’h, pinvik-paour, den daet-den yaouank, tad pe vamm-bugel). Ar pal diwezhañ-holl eo diorren darempredoù sokial diazezet àr an digoll, ar « gevelerezh » hag ar c’henrespet, kentoc’h evit àr ar pinijiñ, an aon hag ar vestroni[27].

Awenet eo bet patrom ar gomz didaer get ar Mahatma Gandhi, eme Rosenberg. E bal eo bet diorren un argerzh pleustrek evit an darempredoù gwriziet e prederouriezh an ahimsa a c’heller troiñ evel « ar barr karantez a sav p’o dez dichalet ag ar galon an droukyoul, ar gounnar hag ar gasoni[27]. »

Kelennerezh ar gomz didaer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazezet eo ar gomz didaer àr ar soñj e sav ar lodenn vrasañ ag an dizemglevoù etre an dud pe ar strolladoù ag ur fallgehentiñ a-ziàr o doberioù (yezhoù arall), a-gaoz ma vez implijet ur parlant rediiñ pe gwidreüs get ar pal gober aon, gober mezh, lakaat kablus (yezhoù arall) ha c’hoazh. Ar modoù kehentiñ « taer »-se, pa vênt implijet en un dizemglev bennak, a zistro evezh an dud a sklaeraat o doberioù, o zrivliadoù, o santoù hag o goulennoù, ar pezh a lak an dizemglev da badiñ.

Goulakadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu ar goulakadennoù a zo diazezet ar gomz didaer àrne, hrevet Inbal ha Miki Kashtan, stummerion àr ar gomz didaer[4] :

  1. Ar mem doberioù o dez razh an dud
  2. Peadra zo er bed evit pep unan da vastiñ d’e zoberioù diazez
  3. Razh an oberoù a zo o fal klask bastiñ da zoberioù zo
  4. An trivliadoù a ziskouez doberioù hag a zo pourvezet dezhe pe pas
  5. Razh an dud a c’hell bout karantezus
  6. Bourriñ a ra an dud é roiñ
  7. An dud a vast d’o doberioù dre zarempredoù stag-ha-stag
  8. An dud a chañch
  9. Diabarzh e vez an dibaboù
  10. Emliammiñ eo an hent eeunañ d’ar peoc’h

Lâret a ra ar c’hoarezed Kashtan ema rekis bout ar mennadoù amañ edan da bleustriñ ar gomz didaer[4] :

  • Beviñ get e galon digor
  1. Bout karantez dezhoñ e-unan
  2. Komz diàr e galon
  3. Reseviñ get karantez
  4. Lakaat ar liamm da gentañ
  5. Monet dreist ar "mat" hag ar "fall" evit priziñ hrevet an doberioù
  • Dibab, kiriegezh, peoc’h
  1. Kemer hon trivliadoù-ni e-karg
  2. Kemer hon oberoù-ni e-karg
  3. Beviñ e peoc’h get doberioù dibourvez
  4. Kreskiñ ar varregezh da vastiñ doberioù
  5. Kreskiñ ar varregezh da vout da vat en ampoent a vremañ
  • Ranniñ ar galloud (kevelerezh)
  1. Soursial kement evit doberioù an holl
  2. Implijiñ an nerzh ar bihanañ posupl hag evit diwall kentoc’h, pas evit kelenn, pinijiñ pe tapout ar pezh a faot deomp hep asant

Kehentiñ hag a harz ar garantez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hrevet ar gomz didaer e pella an dud a-zoc’h ar garantez pa vez implijet fesonioù zo da gomz ([28] pennad 2) :

  • Barnadennoù kelennour hag a lak an dud na reont ket hrevet hon talvoudoù-ni da vout fall pe droug. Rebechiñ, laetaat, distokiñ, renkiñ, abegiñ, keñveriiñ ha krennlavarioù a zo razh stummoù a varnadennoù. (Arabat kemmeskiñ ar barnadennoù kelennour get ar barnadennoù talvoudegezh àr ar perzhoù a brizer.) Arouezius eo ag ar barnadennoù kelennour ar feson diberson da gomz, na c’houlenn ket get an den diskuliiñ ar pezh a c’hoari ennoñ e-unan. Get ar feson-se da gomz «  e vez hon evezh da renkiñ, dielfenniñ ha diviz ar live fallentez kentoc’h evit doc’h ar pezh hon eus-ni hag ar re arall afer anezhoñ hag a chomomp hep reseviñ. »
  • Goulennoù groñs a ziougan splann pe displann rebech pe binijenn d’ar selaouerion ma ne reskontont ket dezhe.
  • Nac’hiñ kiriegezh pa ziskouzer dre e barlant n’eus ket a emskiant ag e giriegezh dezhoñ e-unan. Nac’hiñ a reer e giriegezh evit e oberoù pa damaller : nerzhioù diberson damsklaer (« ret e oa din ») ; e stad, un diagnostik, e istoer personel pe bsikologek ; oberoù re arall ; sturiennoù an aotrouniezh ; gwask ar strollad ; politikerezh ha reolennoù an ensavadurioù ; roloù hrevet ar reizh, ar lec’h er gevredigezh pe an oad ; pe luskadoù n’heller ket kontrolliñ.
  • Keñveriiñ tud.
  • Ur raksoñj ag an dellid : oberoù zo a zo dellezet priz dezhe ha pinijenn d’oberoù arall.

Peder elfenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Doc’h peder elfenn e taol evezh pleustrerion ar gomz didaer :

  • Evezhiadennoù : ar fedoù (ar pezh a weler, a glever pe a doucher) ha n’eo ket ar ster pe an dalvoudegezh a roer dezhe. Dizaliet eo lâret traoù dre-vras. « Pa gejer evezhiadennoù get prizadur, e vez techet ar re arall da glevet abegadennoù ha d’enebiñ doc’h ar pezh a lârer. » E kontrol e vez aliet lakaat e aked àr evezhiadennoù liammet àr-eeun doc’h herradoù ha traoù spis ([28] pennad 3).
  • Trivliadoù : fromoù pe santadoù, hep soñjoù nag istoer. Diforc’h int a-zoc’h ar soñjoù (d. s., « touellet em santan ») hag a-zoc’h gerioù implijet er vuhez pemdez evel trivliadoù mes a lâr kentoc’h ar pezh a soñj ar c’homzour e-unan a-ziàrnoñ (d. s., « divarrek »), penaos e soñj ema priziet get ar re arall (d. s., « dister ») pe ar pezh a ra ar re arall dezhoñ, hrevet e soñj (d. s., « digomprenet », « diveizet »). Diskouez a ra an trivliadoù ha pourvezet eo d’hon doberioù pe pas, a lârer. Dre anaviñ an trivliadoù e c’heller em liammiñ aesoc’h an eil doc’h egile hag « asantiñ da vout gloazus é lâret e drivliadoù a c’hell sikour da ziskloumiñ dizemglevoù ([28] pennad 4). »
  • Doberioù : doberioù an holl dud, ha n’eo ket ar fesonioù da glask bastiñ dezhe. Lakaet eo evel diazez « e vez kement tra a reer e servij hon doberioù[29]. »
  • Goulenn : goulenn un ober resis, hep goulenn groñs. Goulennoù ne vênt ket groñs adal ma vezer prest da glevet ur reskont-nac’h hep ma vo klasket forsiñ an afer. Ma reer ur goulenn hag e resever ur reskont-nac’h e alier nompas dilezel ar gaoz mes kompren petra a vir doc’h an hani arall a lâret « ya », e-raok diviz penaos kenderc’hel get ar gaoz. Aliet eo gober ar goulennoù en ur feson splann, àr vat, é venegiñ oberoù fetis ([28] pennad 6).

Bout zo tri mod diazez da lakaat ar gomz didaer da dalvout :

  • Empatiezh d’an-unan a dalv intent get karantez ar pezh a c’hoari en hon diabarzh. Merket e vo neuze, direbech, ar soñjoù hag ar barnadennoù hon eus, hon trivliadoù hag ar pouezusañ : intent an doberioù hon eus ([29] pennad 4).
  • Reseviñ get empatiezh, er gomz didaer, a dalv « liammiñ doc’h ar pezh a zo bev er re arall ha doc’h ar pezh a lakahe ar vuhez da vout dispar evite... Nend eo ket ur c’hompren ag ar penn, pa veizer ar pezh a lâr ar re arall... Ur c’hompren ag ar galon eo ar liamm empatek, pa weler ar gened er re arall, an nerzh doueel hag ar vuhez enne. Ne dalv ket e ranker santiñ ar mem trivliadoù èlte. An dra-se zo kensantedigezh, p’em santer trist mar bez trelatet unan arall. Ne dalv ket e vez ar mem trivliadoù ; talvout a ra eh eur get ar re arall... Pa glaskit kompren ar re arall a spered, ne vec’h ket gete da vat ([29] pennad 5). » Empatiezh a c’houlenn « goulleiñ e spered ha selaou penn-kil-ha-troad.  » Kalavern penaos e vez lâret an traoù get ar re arall, e c’heller atav, hrevet ar gomz didaer, lakaat e spi en evezhiadennoù, en trivliadoù, en doberioù hag er goulennoù a zo àr-dreñv. Talvoudus e c’hell bout lâret get gerioù arall ar pezh o dez eztaolet ar re arall, é lakaat àr-wel elfennoù ar gomz didaer displann en o c’homzoù, evel an trivliadoù hag an doberioù a ziviner enne ([28] pennad 7).
  • Komz eeun, get ar c’hehentiñ didaer, a dalvo moarhat gober un evezhiadenn, lâret un trivliad, un dober hag ur goulenn. Gellet a ra bout laosket a-gostez an evezhiadenn pa vez splann an degouezh a vez kaoz anezhoñ. Gellet a reer tremen hep lâret un trivliad pa vez liammet-mat an dud dija pe ma ne sikourehe ket ar liamm anviñ unan. Pa anver un dober oc’hpenn un trivliad ne vez ket techet an dud da soñjal eh eur é lâret e vênt kablus ag an trivliad-se. Er mem feson, pa vez graet ur goulenn oc’hpenn anviñ un dober, ne vênt ket techet da gompren e c’houlenner damsklaer gete bastiñ d’an dober. Monet a ra en-dro asambl an elfennoù. Hrevet Bob Wentworth, stummour àr ar gomz didaer, « an evezhiadenn a vevenn ar blegenn a faot kaozeal a-ziàrni, an trivliadoù a sikour d’em liammiñ ha da heuliiñ hor c’halon kentoc’h evit hor soñjoù, an doberioù a sikour d’em liammiñ ha da ouiet petra zo pouezus, hag ar goulenn a sklaera ar sort reskont a vehe mat d’an den. Gober get an elfennoù-se a vihana ar riskloù ma vehe kollet ha dispartiet an dud é varseat ar pezh a glasker gete ha perak[30]. »

Mankiñ a ra « enklaskoù dielfenniñ hir[5] » a-ziàr ar c’hehentiñ didaer ha bihan a studioù o deus prizet efedusted ar programmoù stummiñ àr ar patrom-se[27]. N’eus ket bet kaozeet kalz anezhoñ er metoù akademiek betek bremañ. Àr skouerioù bevet pe kelennadurioù ema diazezet kentoc’h ar lodenn vrasañ a brouennoù efedusted ar c’hehentiñ didaer.

Juncadella[31] he deus renablet razh an enklaskoù a-ziàr levezon ar gomz didaer àr diorren an empatiezh. Kavet he deus 13 studiadenn hag a gouche get he siloù. Unnek anezhe a wele ur c’hresk en empatiezh goude bout graet get ar gomz didaer (pemp anezhe get prouennoù talvoudus a-fet stadegoù) ha div anezhe ne raent ket. Dre-vras e wel-hi disoc’hoù kentoc’h mat, neuze, en enklaskoù a-vremañ àr efedusted ar gomz didaer evit kas àr-raok diorren an empatiezh mes « afer e vehe ag o c’hadarnaat dre studiadennoù arall get diazezoù kreñvoc’h ha muzulioù dereatoc’h. » Kar ur gwall dech a verk en enklaskoù a zo anezhe get ar fed « ne gouch ket diazezoù ar patrom get muzulioù an empatiezh a zo bet validet » ha benvegoù gwell a vank c’hoazh, a gav geti, evit amprouviñ ar c’hehentiñ didaer en ur feson jaojabl.

Betek 2013 e oa bet prouadet ar patrom àr standilhonoù a 108 den pe bihanoc’h evit eizh kounskrid master ha tezenn ha kavet e oa bet dre-vras e oa efedus[2],[27][32],[33].

Allan Rohlfs, a gejas get Rosenberg e 1972 hag a grouas an Ti evit ar c’hehentiñ didaer, a zispleg evel-se an diover a skridoù akademiek :

Kazimant razh ar programmoù diskloumiñ an dizemglevoù a zo bet krouet en un endro akademiek. Studiadennoù arnodel a zo bet kaset enta get studierion da briziñ o efedusted. Heverk eo ar gomz didaer dre hec’h orin. Marshall Rosenberg, doktor àr ar psikologiezh klinikel (Skol-veur ar Wisconsin (en)), a zo bet é labourat er gennad prevez a-hed e red-micher, biskoazh àr ur post akademiek. Un aozadur bobl a zo d’ar gomz didaer, krouet getoñ, ha ne oa ket diazezadur erbet, na yalc’hadoù argant eviti betek nevez zo. Argantaouet e veze penn-d’ar-benn get ar stummadurioù roet e stumm atalieroù digor d’an holl dre ar bed. [...] Donet a ra goustadig ar roadennoù arnodel bremañ dre enklaskerion dizalc’h hag a gav penaos argantaouiñ o studiadennoù arnodel hag embann an disoc’hoù e kelaouennoù burutellet get pared[34].

Implijet e oa bet ar gomz didaer evel un elfenn ag ur pakad oberoù hag a gasas chañchamantoù a bouez e bredospitalioù e-lec’h ma vez lies taerded e-leizh. Degemeret e oa bet ar gomz didaer, asambl get teknikoù arall, evel ur striv da vihanaat an daerded. Dre 90 % e oa bet bihanaet evel-se titourennoù pennañ an daerded e-korf tri blezad en un unvez a surentez etre[35] ha dre àr-dro 50 % e-korf ur blezad hepken en un unvez a surentez uhelañ[36].

Studiet eo bet e 2014 efedoù ur stummadur resevet get 885 prizoner ag ar Monroe Correctional Complex e Monroe, Washington, àr ar gomz didaer hag an emskiant a-grenn (en/es) àr un dro. Digresket en doa an adskoiñ a 37 % da 21 %, hrevet ar studiadenn, ha $5 milion ar blez a vehe bet arboellet get ar Stad en arbenn ma oa bet bac’het bihanoc’h a dud. Kavet e oa bet en doa kresket sioulder an dud, digresket o c’hounnar ha roet an tu dezhe da sammiñ o zrivliadoù, d’ezteurel empatiezh ha d’ober goulennoù hep o gober groñs[37].

Lâret eo bet ivez e oa efedus ar c’hehentiñ didaer evit digreskiñ an daerded er gêr. Paotred hag o doa kemeret perzh en ur programm diazezet àr ar gomz didaer evit tud taer e Kalifornia n’o doa ket adskoet hani anezhe er 5 blezad goude, hrevet burevioù ar brokulorion. Diforc’het e oa bet an disoc’h-se a-zoc’h an 40 % a dud meneget get an Domestic Abuse Intervention Project hag o doa adskoet er 5 blezad goude bout heuliet ur programm diazezet àr ar patrom Duluth, a oa ar gwellañ àr ar poent-se, sañset[38].

Enklaskoù zo a hañval diskouez eh eus a zoberioù boutin da razh an dud[39],[40].

Liamm doc’h ar speredelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

« Rosenberg a gav getoñ ema speredel da vat ar gomz didaer », he deus skrivet Theresa Latini[41]. Gwir eo en deus deskrivet Marshall Rosenberg levezon e vuhez speredel àr diorren ha pleustr ar gomz didaer :

« Pouezus eo, a gav genin, e welehe an dud ema ar speredeIezh da ziazez ar c’hehentiñ didaer hag e teskehent penaos eh a en-dro get ar soñj-se en o fenn. Ur pleustr speredel eo da vat hag a glaskan diskouez evel ur mod beviñ. Na bout ne vez ket lâret, e ta an dud d’anaviñ an dra-se dre forzh pleustriñ. Mem pa bleustront ar gomz didaer evel un teknik mekanikel, e krogont da santout traoù etreze hag ar re arall, traoù na santent ket e-raok. Evel-se e ta speredelezh an hentenn gete a-benn ar fin. Krog int neuze da welet eh eus oc’hpenn ur feson da gehentiñ a-barzh ha kompren a reont eh eus un esae da ziskouez ur sort speredelezh[42]. »

Lâret a ra oc’hpenn e tiorroas ar gomz didaer evel ur feson da « zonet da vout emskiant » ag ar pezh a ra an « Nerzh doueel karet » anezhoñ[42].

Klokaet eo o feiz kristen get ar gomz didaer, hrevet kristenion zo[41][43],[44],[45],[46].

Ur yoc’h tud a gav gete e kloka ivez ar Voudaegezh, ent teorikel hag é sikour da lakaat uhelvennadoù ar Voudaegezh e pleustr[47],[48],[49].

Liamm doc’h patromoù arall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marion Little en deus studiet frammoù teorikel liammet doc’h ar gomz didaer. Traoù zo er patrom diazezet àr ar gounidoù (en/de), kanniget da ziskloumiñ dizemglevoù, da atropiñ ha da hanteriñ get Fisher, Ury ha Patton e-barzh ar raktres Harvard Negotiation Project er blezadoù 1980, hag a zo hañval doc’h ar gomz didaer, na bout n’eo ket meneget hani ag ar patromoù en egile. Diaraoget e vehe bet àr un dro ar gomz didaer hag an atropiñ diazezet àr ar gounidoù get patrom Gordon evit darempredoù efedus (en/de) (1970), hrevet Little, pa weler enne mennadoù hañval, ma n’eo ket prouennoù eeun ag ur liamm. Evel Rosenberg, Gordon en doa labouret get Carl Rogers ; ag ur levezon boutin dezhe o-daou e c’hell donet enta an hañvalded[27].

Diforc’h eo, hrevet Suzanne Jones, ar selaou oberiant krouet get Gordon a-zoc’h ar selaou karantezus aliet get Rosenberg, kar goulenn a ra ar selaou oberiant degas en-dro d’ar gomzerion ar pezh o dez lâret evit ma ouiehent e vezer é selaou ; get ar selaou karantezus e klasker selaou get ar galon hag ar penn àr un dro ha bout aze da vat evit reseviñ buhezad ar re arall, get ar pal kompren ha degemer o doberioù, ar pezh a dalv ar vuhezad-se evite[50]. Gert Danielsen hag Havva Kök a wel o-daou diazezoù boutin d’ar gomz didaer ha da gelennerezh doberioù Mab-den (Human Needs Theory, HNT), ur patrom akademiek anezhi evit kompren mammennoù an dizemglevoù ha sevel hentennoù evit o diskloumiñ, get ar soñj « e tegouezh taerded pa ne wel ket haniennoù pe strolladoù feson arall erbet da vastiñ d’o dober peotramant p’o dez afer e vehe komprenet, respetet ha dalc’het kont ag o doberioù[51],[52],[53]. »

Chapman Flack a gav getoñ eh eus elfennoù boutin ivez da soñjoù Rosenberg ha d’ar skiant varn (yezhoù arall), dreist-holl displeget get en:Bertrand Russell pa dolp ar vadelezh hag ar soñj splann[54].

Hañvalded a wel c’hoazh Martha Lasley get hentad ar gomz siblet (Focused Conversation Method) diorroet get an Institute of Cultural Affairs (ICA) : elfennoù ar gomz didaer, da lâret eo an evezhiadennoù, an trivliadoù, an doberioù hag ar goulennoù a gouchehe get ar pazennoù objektivel, soñjal, disklêriiñ ha diviz er gomz siblet[55],[56].

N’eus ket bet embannet kalz a varnskridoù àr ar gomz didaer. Enklaskerion zo o deus merket, neoazh, e vank prouennoù ag efedusted ar patrom, en tu arall d’an testonioù niverus, ha diviz a vank ivez ivez er skridoù skiantel a-ziàr e ziazez teorikel[3][5][27].

Mar a enklaskour en deus klasket priziñ don an abegadennoù graet d’ar gomz didaer hag he zuioù gwan. Kavet o deus diaezamantoù sklaer d’he lakaat e pleustr[31][57],[58],[59]. Lakaet o deus un toullad kudennoù posupl àr-wel, kourz pleustrek evel teorikel, ha dastumet o deus prederioù get an dud o doa kemeret perzh er studiadennoù ha get enklaskerion zo ivez.

An diaezamant d’ober get ar gomz didaer hag an dañjerioù a zo mar bez implijet fall zo boutin d’ar muiañ a brederioù. E patrom ar gomz didaer get pevar frantad ema an dalc’h en arbenn da var a dra :

  • abeg a zo bet kavet en evezhiadennoù dirakvarn kar gellet a reer kompren an darvoudoù hag an emzalc’hoù e fesonioù liessort, moarhat ;
  • tud zo a c’hell chom hep kompren o zrivliadoù hag o doberioù o-unan ha kalet e vo dezhe neuze o ezteurel, ma n’eo ket dibosupl a-grenn dezhe ;
  • an dud em gav dizampart pa glaskont implijiñ ar patrom ha rekis e vehe enta ma vehe muioc’h a fiziañs er re arall evit ma vez d’ar liesañ en darempredoù pemdeziek ;
  • ar fed lâret e gerioù arall ha klask anaviñ trivliadoù an dud a c’hell bout kavet rust get lod ;
  • rekis eo em soñjal mat ha kemer amzer evit gober goulennoù jaojabl hrevet ar gomz didaer, get oberoù àr an tu mat a-barzh, ha n’eus ket kement-se a amzer er lodenn vrasañ ag an darempredoù etre an dud.

Bitschnau[58] ha Flack[54] a gav gete oc’hpenn e c’hell donet implij ar gomz didaer da vout taer e-unan mar bez implijet fall. Bitschnau a lâr ivez ne c’hell ket ar gomz didaer roiñ an tu da razh an dud d’ezteurel o zrivliadoù, moarhat, kar amzer, pasianted hag urzh dreistmuzul a vehe rekis. Ar re varrek da implijiñ ar gomz didaer a c’hellehe bout techet ivez da rakvarniñ ar re n’int ket ha kavet gwell kaozeal etreze hepken. Oboth a lâr c’hoazh e c’hellehe tud zo kuzhiñ o zrivliadoù àr-zigarez diskouez empatiezh, ar pezh a zistrohe didaerded ar gaoz[59].

An amzer hag ar strivoù e-leizh rekis da zeskiñ penaos implijiñ ar gomz didaer zo bet merket get kalz a enklaskerion[31].

É studial ur video ag ur stummadur get Rosenberg, en deus kavet Chapman Flack e oa « strobinellus » kannig ar soñjoù pennañ hag « uvelus hag awenus » ar skouerioù ; merket en deus « braventez e labour » hag e « soñj aketus, lemm hag ampart » pand a d’e stajidi. Petra gober, avat, em c’houlenn Flack, get traoù zo e displegadenn Rosenberg evel e « sell amsklaer àr ar lec’h laosket d’ar soñj », doc’h ma seblant, hag e implij a zisplegadennoù en:Walter Wink àr orin hor feson da soñjal. Elfennoù zo e predeg Rosenberg a hañval bout reskontoù graet ha tout na gouchont ket doc’h ar skeudenn gemplezh a natur mab-den a gaver en istoer, er lennegezh hag en arzoù[54].

Flack a soñj getoñ e c’heller diforc’hiñ an « ober don » get ar gomz didaer evel ur vertuz a zo posupl get pled hag evezh a-zoc’h an « ober a-ziàr-c’horre », da lâret eo he dezrevelliñ diàr ego ha prez. Ma ra an dud don geti e sikour gete peursellet doc’h o soñjoù hag o oberoù, kompren ar re arall, roiñ ar gwellañ anezhe d’ar gevredigezh ha selaou doc’h o fromoù. Ma reont geti a-ziàr-c’horre e vehe kemeret evel un torkad reolennoù hag a c’hellehe bout implijet da verkiñ poentoù en un diviz, da rummata ar re arall evit gounidoù politikel pe da c’houlenn groñs get ar re arall ma kaozehent er feson-se. Na bout e oa prederiet e c’hellehe degas traoù lâret get Rosenberg d’an implij a-ziàr-c’horre ag ar patrom, Flack a wel a-walc’h e vez laket ar ster don e pleustr get Rosenberg. Labour Rosenberg get perzhidi e atalieroù a ziskouez « an dra wirion ». Flack a ro da ouiet, ur sort, « e vêr bepred douget da vonet d’ar ster aes » hag e ali neuze « bout strizh er pezh a reer ha bout laosk er pezh a asanter evit ar re arall » hag em viret a « dreuzfurmiñ ar gaoz didaer en un daerded soutil graet en hec’h anv[54] ».

Ellen Gorsevski, kelennourez er en:Bowling Green State University, he doa skrivet, p’he doa prizet levr Rosenberg, Nonviolent Communication: A Language of Compassion (1999), evit ar c’hendivizoù geopolitikel, « e vez dreistprizet a-galz nerzh keñveriet an haniennoù er levr-se pa vez kazi laosket a-gostez dalc’h pouezus taerded ar frammoù (ca/de/en/fr)[60]. »

Sven Hartenstein en deus krouet un toullad tresadennoù hag a luadenn ar gomz didaer[61].

An Ti evit ar c’hehentiñ didaer (TKT), krouet get Marshall Rosenberg, en deus marilhet an termenoù « kehentiñ didaer », « komz didaer » ha « komz karantezus », e-mesk re arall, evel ur merk[62]. An ti-se a desteni stummerion hag a faot dezhe kelenn ar gomz didaer er feson m’he c’hompren an ti[63].

Stummiñ a ra an ti-se[64], mes ar braz ag ar stummadurioù àr ar c’hehentiñ didaer a vez kanniget get stummerion dizalc’h pe harpet get aozadurioù evit ar gomz didaer hag a zo liammet en ur mod mes hep darempred furmel get an Ti evit ar c’hehentiñ didaer[65]. Lod ag ar stummadurioù-se a vez kemennet dre an Ti evit ar c’hehentiñ didaer[66]. Kalz aozadurioù evit ar gomz didaer a zo er bed, ur yoc’h anezhe é labourat en ur rannvro bennak[67],[68].

  1. The Center for Collaborative Communication. Kavet : 11 a viz Kalañ-Gouiañv 2011.
  2. 2,0 ha2,1 Jane Branscomb (2011) Summation Evaluation of a Workshop in Collaborative Communication. Kounskrid master, Rollins School of Public Health of Emory University.
  3. 3,0 ha3,1 Gates, Bob; Jane Gear, Jane Wray (2000). Behavioural Distress: Concepts & Strategies. Bailliere Tindall. 
  4. 4,0 4,1 ha4,2 Inbal Kashtan, Miki Kashtan, Key Assumptions and Intentions of NVC, BayNVC.org
  5. 5,0 5,1 ha5,2 Fullerton, Elaine (miz C’hwevrer 2009). "The development of "Nonviolent Communication" in an early years setting to support conflict resolution and develop an emotional intelligence related to both self and others.". Behaviour4Learning. Kavet 22 a viz Gwenholon 2011
  6. Miyashiro, Marie R. (2011). The Empathy Factor: Your Competitive Advantage for Personal, Team, and Business Success. Puddledancer Press. 256 p. ISBN 1-892005-25-5. 
  7. Lasater, Ike; Julie Stiles (2010). Words That Work In Business: A Practical Guide to Effective Communication in the Workplace. Puddledancer Press. 160 p. ISBN 1-892005-01-8. 
  8. Hart, Sura; Victoria Kindle Hodson (2006). Respectful Parents, Respectful Kids: 7 Keys to Turn Family Conflict into Cooperation. Puddledancer Press. 208 p. ISBN 1-892005-22-0. 
  9. Kashtan, Inbal (2004). Parenting From Your Heart: Sharing the Gifts of Compassion, Connection, and Choice. Puddledancer Press. 48 p. ISBN 1-892005-08-5. 
  10. Rosenberg, Marshall B. (2004). Raising Children Compassionately: Parenting the Nonviolent Communication Way. Puddledancer Press. 48 p. ISBN 1-892005-09-3. 
  11. Hart, Sura; Victoria Kindle Hodson (2008). The No-Fault Classroom: Tools to Resolve Conflict & Foster Relationship Intelligence. Puddledancer Press. 240 p. ISBN 1-892005-18-2. 
  12. Cadden, Catherine Ann (2009). Peaceable Revolution Through Education. Baba Tree. 160 p. ISBN 0-9825578-0-9. 
  13. Hart, Sura; Victoria Kindle Hodson (2004). The Compassionate Classroom: Relationship Based Teaching and Learning. Puddledancer Press. 208 p. ISBN 1-892005-06-9. 
  14. Rosenberg, Marshall B.; Riane Eisler (2003). Life-Enriching Education: Nonviolent Communication Helps Schools Improve Performance, Reduce Conflict, and Enhance Relationships. Puddledancer Press. 192 p. ISBN 1-892005-05-0. 
  15. Larsson, Liv (2011). A Helping Hand, Mediation with Nonviolent Communication. Friare Liv Konsult. 258 p. ISBN 91-976672-7-7. 
  16. Open Hearted Therapy: A Year-long Program for Therapists. NVC Academy. Kavet : Nov 30, 2011.
  17. Sears, Melanie (2010). Humanizing Health Care: Creating Cultures of Compassion With Nonviolent Communication. Puddledancer Press. 112 p. ISBN 1-892005-26-3. 
  18. Haskvitz, Sylvia (2005). Eat by Choice, Not by Habit: Practical Skills for Creating a Healthy Relationship with Your Body and Food. Puddledancer Press. 128 p. ISBN 1-892005-20-4. 
  19. The Freedom Project
  20. Oregon Prison Project Teaches Empathy, A Key in Lowering Recidivism
  21. BayNVC Restorative Justice Project
  22. Allen, J.P.; Marci Winters (2011). Giraffe Juice: The Magic of Making Life Wonderful. www.GiraffeJuice.com. 142 p. ISBN 0-615-26393-3. Retrieved on 22 a viz Gwenholon 2011. 
  23. Rosenberg, Marshall (2001). Nonviolent Communication: A Language of Compassion. Encinitas, CA : Puddledancer Press. 212 p. 
  24. Institute of Heartmath. Kavet : 9 a viz Gwenholon 2011.
  25. Academy for Peace. Kavet : 9 a viz Gwenholon 2011.
  26. Rasur Foundation International. Kavet : 9 a viz Gwenholon 2011.
  27. 27,0 27,1 27,2 27,3 27,4 27,5 27,6 27,7 ha27,8 Little, Marion (2008) Total Honesty/Total Heart: Fostering empathy development and conflict resolution skills. A violence prevention strategy. Kounskrid master àr an diskloumiñ dizemglevoù, Victoria, B. C. (Kanada) : Skol-veur Victoria, 286.
  28. 28,0 28,1 28,2 28,3 ha28,4 Rosenberg, Marshall (2003). Nonviolent Communication: A Language of Life. Puddledancer Press. ISBN 1-892005-03-4. 
  29. 29,0 29,1 ha29,2 Rosenberg, Marshall B. (2005). Speak Peace in a World of Conflict: What You Say Next Will Change Your World. Puddledancer Press. 240 p. ISBN 978-1-892005-17-5. 
  30. Wentworth, Bob. Roles of the Four Components of NVC. capitalnvc.net.
  31. 31,0 31,1 ha31,2 Juncadella, Carme Mampel (October 2013). "What is the impact of the application of the Nonviolent communication model on the development of empathy? Overview". MSc in Psychotherapy Studies. Kavet 16 a viz Mae 2014
  32. CNVC NVC Research page
  33. Nash, A.L. (2007) Case Study of Tekoa Institute: Illustration of Nonviolent Communication Training’s Effect on Conflict Resolution. Master sokiologiezh. Virginia Polytechnic Institute ha skol-veur Stad, Blacksburg (Virginia) : p. 40
  34. Allan Rohlfs, "Note on the Origins of NVC"
  35. Riemer, D., C. Corwith (2007). "Application of core strategies: reducing seclusion & restraint use". On The Edge. The official newsletter of the International Association of Forensic Nurses. (N’eo ket burutellet get pared.) 13 (3): 7–10. Kavet 20 a viz Gwenholon 2011
  36. Riemer, D. (2009). "Creating Sanctuary: Reducing Violence in a Maximum Security Forensic Psychiatric Hospital Unit". On The Edge. The official newsletter of the International Association of Forensic Nurses. (N’eo ket burutellet get pared.)' 15 (1). Kavet 20 a viz Gwenholon 2011
  37. Suarez, Alejandra, Dug Y. Lee (11 a viz C’hwevrer 2014). "Freedom Project: Nonviolent Communication and Mindfulness Training in Prison". SAGE Open (2014 4): 10. DOI:10.1177/2158244013516154. Kavet 24 a viz Imbrilh 2014
  38. "Batterers’ intervention recidivism rates lowest known to date" (30 a viz Imbrilh 2014). Retrieved on 1añ a viz Mae 2014. 
  39. The Atlantic, Maslow 2.0: A New and Improved Recipe for Happiness
  40. Tay, Louis, Ed Diener (2011). "Needs and Subjective Well-Being Around the World". Journal of Personality and Social Psychology 101 (2): 354–365. Kavet 20 a viz Gwenholon 2011
  41. 41,0 ha41,1 Latini, Theresa (2009). "Nonviolent Communication: A Humanizing Ecclesial and Educational Practice.". Journal of Education & Christian Belief JE&CB 13:1 (2009) 19–31. Kavet 19 a viz Genver 2011
  42. 42,0 ha42,1 Spiritual Basis of Nonviolent Communication: A Question and Answer Session with Marshall B. Rosenberg, Ph.D. Center for Nonviolent Communication. Kavet : 1añ a viz an Azvent 2011.
  43. Prieto, Jaime L. Jr. (2010). The Joy of Compassionate Connecting: The Way of Christ through Nonviolent Communication. CreateSpace. 298 p. ISBN 1-4515-1425-5. 
  44. Rohlfs, Allan (14 a viz miz Kalañ-Gouiañv 2012). "Beyond anger and blame: How to achieve constructive conflict". The Christian Century 129 (23). Kavet 16 May 2014
  45. van Deusen Hunsinger, Deborah (miz Gouel-Mikael 2009). "Practicing Koinonia". Theology Today 66 (3): 346–367. Kavet 16 a viz Gouel-Mikael 2011
  46. Latini, Theresa F. (miz Mae 2007). "Nonviolent Communication and the Image of God". Perspectives: A Journal of Reformed Thought. Kavet 8 a viz Kalañ-Gouiañv 2011
  47. "NVC in the FWBO: Heart-to-Heart Communication", Shantigarbha, FWBO & TBMSG News, 8 a viz Mae 2008
  48. "Buddhism and Nonviolent Communication", Jason Little, Shambhala Times, 31 a viz Genver 2009
  49. Lasater, Judith Hanson; Ike K. Lasater (2009). What We Say Matters: Practicing Nonviolent Communication. Rodmell Press. 192 p. ISBN 978-1-930485-24-2. 
  50. Jones, Suzanne (2009) Traditional Education or Partnership Education: Which Educational Approach Might Best Prepare Students for the Future? Kounskrid mestroniezh àr ar c’hehentiñ, San Diego (Kalifornia) : Skol-veur San Diego, 203.
  51. Danielsen, Gert. Meeting Human Needs, Preventing Violence: Applying Human Needs Theory to the Conflict in Sri Lanka. Kavet : 12 a viz Meurzh 2013.
  52. Havva Kök, "Nonviolent Communication in Political Conflicts", USAK Yearbook of International Politics and Law, Volume 2, (2009). p. 349-362
  53. Burton, John 1990b. Conflict: Basic Human Needs. New York : St. Martins Press.
  54. 54,0 54,1 54,2 ha54,3 Flack, Chapman (miz Gwenholon 2006). "The subtle violence of nonviolent language.". Cross Currents 56. ISSN 00111953. Kavet 19 a viz Genver 2011
  55. Lasley, Martha (2005) Difficult Conversations: Authentic Communication Leads to Greater Understanding and Teamwork. Group Facilitation: A Research and Applications Journal, niverenn 7
  56. (2000) in Stanfield, R. Brian: The Art of Focused Conversation: 100 Ways to Access Group Wisdom in the Workplace (ICA series). New Society Publishers. 240 p. ISBN 978-0-86571-416-8. 
  57. Altmann, Tobias (2010) 'Evaluation der Gewaltfreien Kommunikation in Quer - und Längsschnittdaten'. Kounskrid diembann. Skol-veur Leipzig. Institut für Psychologie II. Kavet d’an 16 a viz Mae 2014
  58. 58,0 ha58,1 Bitschnau, Karoline (2008). Die Sprache der Giraffen. Wie die Gewaltfreie Kommunikation Ihr Leben verändern kann. Paderborn (Junfermann). 
  59. 59,0 ha59,1 Oboth, Monika (2007). "Inspiration und Herausforderung". Spektrum der Mediation 28: 9–11. Kavet 16 a viz Mae 2014
  60. Gorsevski, Ellen (2004). Peaceful Persuasion: The Geopolitics of Nonviolent Rhetoric. State University of New York Press. 166, 227–228 p. 
  61. Hartenstein, Sven. ANVC (Almost Nonviolent Communication). Kavet : 21 April 2013.
  62. Guidelines for sharing NVC, cnvc.org
  63. Certification, cnvc.org
  64. Nonviolent Communication International Intensive Training, cnvc.org
  65. Aozadur emsav ar c’hehentiñ didaer, capitalnvc.net
  66. Training Schedule, cnvc.org
  67. International Organisations. nvcworld.com (2011). Kavet : 19 a viz Gouel-Mikael 2011.
  68. Find nvc organizations. cnvc.org (2011). Kavet : 19 a viz Gouel-Mikael 2011.


Evit monet pelloc’h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E saozneg :

E galleg :

  • Marshall Rosenberg (dre urzh an embannadennoù) :
    • La Communication Non Violente au quotidien, éditions Jouvence, 2003. (ISBN 2-883-53314-8)
    • Les mots sont des fenêtres (ou bien ce sont des murs) : Introduction à la Communication NonViolente, troet ag ar saozneg get Annette Cesotti, eil embannadenn, éditions La Découverte, 2005. (ISBN 978-2-707-14381-5)
    • avec Neil Gibson, Shari Klein, Nous arriverons à nous entendre ! - Suivi de : Qu'est-ce qui vous met en colère ?, éditions Jouvence, 2005. (ISBN 2-883-53424-1)
    • Dénouer les conflits par la Communication NonViolente, éditions Jouvence, 2006. ISBN 2-88353-496-9
    • Spiritualité pratique, les bases spirituelles de la Communication NonViolente, Jouvence, Bernex (Suis), 2007. (ISBN 978-2-883-53565-7)
    • (Rakskrid get fr:Patrick Viveret) Communication & Pouvoir, Edizioni Esserci, Reggio Emilia Italia, 2008. (ISBN 8-887-17874-7) (skignet e Frañs get : l'ACNV hepken)
    • Clés pour un monde meilleur, Communication NonViolente et changement social, éditions Jouvence, 2009. (ISBN 978-2-883-53747-7)
  • Myers, Wayland (1999). Pratique de la communication non-violente : établir de nouvelles relations. Jouvence. ISBN 2-883-53184-6. 
  • fr:Thomas d'Ansembourg (2000). Cessez d'être gentil, soyez vrai ! Être avec les autres en restant soi-même. Éditions de l'Homme. ISBN 2-761-91596-8. 
  • Faure, Jean-Philippe (2003). L'empathie, le pouvoir de l'accueil : au cœur de la communication non-violente. Éditions Jouvence. ISBN 978-2-883-53349-3. 
  • Leu, Lucy (02 2005). Manuel de communication non violente : exercices individuels et collectifs. La Découverte. ISBN 2-707-14454-1. 
  • Keller, Françoise (2011). Pratiquer la communication non violente : passeport pour un monde où l'on ose se parler en sachant comment le dire. InterÉditions. ISBN 978-2-729-61112-5. 

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]