Komandant
Neuz
komandant
Iskevrennad eus | milour, commander, supervisor |
---|---|
Anv er yezh a orin | commandant |
Komandant zo un titl milourel pe drevourel, hag ur rez a ofiser milourel e luioù zo.
Titl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E penn ul lestr, un unvez pe un nerzh bennak emañ ar c'homandant. Kavout a reer an titl-se en armeoù (morlu, tirlu, aerlu), er polis, er bomperien, e-bourzh al listri hag an aerlistri, e melestradurezh ar bac'hoù.
Er broioù saoznek e ra alies dave d'un den bennak e penn ur greizenn bleustriñ pe un akademiezh vilourel, pe c'hoazh un c'hamp-bac'h.
Rez milourel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]El luioù gall hag iwerzhonat eo kevatal ar rez komandant ouzh ar rez major en AFNA (kod rez OF-3). Ar c'hentañ rez a ofiser uhel eo.
Komandanted vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar c'homandant Che Guevara, meulet er ganaouenn Hasta siempre,
- ar c'homandant Cousteau, ergerzher ar morioù
- an iskomandant Marcos e Chiapas,
- ar c'homandant Masoud en Afghanistan.