Kolobouz Guereza
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Primates | ||
| Kerentiad : | Cercopithecidae | ||
| Genad : | Colobus | ||
| Anv skiantel | |||
| Colobus guereza Rüppell, 1835 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Kolobouz Guereza (Colobus guereza) a zo ur marmouz hag a vev e kreiz, kornôg ha reter Afrika.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 50 cm eo hirder e gorf ha betek 80 cm e c'hell bezañ e lost a zo un doupenn wenn en e benn. Etre 8 ha 13 kg eo e bouez. Du eo e vlevenn gant ur roudenn wenn tro-dro d'e zremm ha war e gostezioù.
A-strolladoù bihan e vev kolobouz Guereza: ur par gant un nebeud parezed hag o re vihan.
Difenn a ra e diriad gant roc'hadennoù ha lammoù.
Ur perzh dibar zo gant e venvegad koazhañ: an hanter vuioc'h a elfennoù bouedus a c'hell tennañ diwar e voued eget ar marmouzed all a-drugarez da vakteri en e stomog.
