Kleopatra (pried Fulup II)

Eus Wikipedia
Ur pennad Kleopatra zo ivez.

Kleopatra (Κλεοπάτρα) a oa ur briñsez eus Rouantelezh Makedonia, ha seizhvet ha diwezhañ pried ar roue Fulup II Makedonia er IVvet kantved kent JK.

Merc'h e oa da Hippostratus ha nizez d'ar jeneral Attalus. En 337 e timezas d'ar roue. Neuze e voe anvet Euridike (Εὐρυδίκη): Kleopatra a oa ivez anv merc'h Fulup hag Olympias. Ne blijas ket an eured-se da Olympias, pedervet gwreg ar roue, gant aon na vije kollet hêrezh he mab Alesant.

Hervez Justinus ha Satyrus he doe daou vugel: ur verc'h, Europa, hag ur mab, Karanos.

Goude drouklazhet ar roue Fulup II, e voe lazhet bugale Kleopatra war urzh Olympias, ma en em lazhas Kleopatra war-lerc'h.

Lennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]