Klemm

Eus Wikipedia

Klemm eo ar pezh a ra an den pa lavar en devez poan, pe ez eus bet graet droug dezhañ, pe gaou outañ.
E-keñver al lezenn e vez savet klemm gant un den abalamour ma kav dezhañ ez eus bet graet droug dezhañ pe gaou outañ gant un den all pe gant ur velestradurezh bennak. Savet e vez klemm neuze dirak tud a lezenn, a zo o c'hefridi degemer ar c'hlemmoù hervez al lezenn.
Goude e tegouezh ar c'hlemm diral ul lez-varn ha divizet e vez gant ar varnerien degemer pe disteurel ar c'hlemm, muzuliañ an droug pe ar gaou, ha lavarout peseurt kastiz a vo roet d'an hini zo bet kavet kablus.


Klemm ha lezenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez al lezenn c'hall e c'haller klemm