Kirus II
Neuz
Kirus II, ganet e 576 pe 590 KJK — marvet eo e miz Eost, a oa impalaer Pers, a glote gant Iran a vremañ. Gantañ eo e voe krouet impalaeriezh an Akemenided a gemeras lec'h an impalariezh vedat. Diskenn a ra eus tierniezh an Akemenided
En henberseg e veze graet Kūruš anezhañ, hag e perseg a-vremañ: کوروش بزرگ, / Kurosh-e Bozorg).
Anvet eo Kuresh e troidigezh an Testamant Kentañ gant Pêr ar Gall ha Job Lec'hvien[1].
En e amzer e voe aloubet broioù muioc'h eget biskoazh en e raok. Sujañ a reas ar Veded da gentañ, rouantelezh Lidia ha keodeded hellazek Ionia goude, ha neuze impalaeriezh Babilon, a oa enni Mezopotamia, Siria, keodedoù fenikia ha Judea.