Ki-dour India

Eus Wikipedia
Ki-dour India


Chalus (VU)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Lutrinae
Genad : Lutrogale
Anv skiantel
Lutrogale perspicillata
Saint-Hilaire, 1826
Statud CITES  : Stagadenn II ,
Amzeriad adwel dianav
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ki-dour India (Lutrogale perspicillata) a zo ur c'hi-dour hag a vev e su Azia. Ar spesad nemetañ eus ar genad Lutrogale eo.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kon-dour India eo ar c'hon-dour brasañ e su Azia. Muzuliañ a reont 130 cm ha gallout a reont pouezañ etre 7 ha 11 kg. Berroc'h ha c'hwekoc'h eo o blevenn eget hini ar c'hon-dour arall. Gell-du eo o c'hein ha gell-sklaer pe gris o c'hof.

20 vloaz e c'hellont bevañ en ur gwarezva. Kalz berroc'h eo o buhez en natur avat.

Emzalc'h ha gouennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fimig o tiskouez ur c'hi-dour India.

Unpried eo kon-dour India. A-hed o buhez e talc'h ar c'houbladoù. Daoust ma'z eo brasoc'h ar par e kemer ar barez he c'hreñv warnañ. Homañ a c'han etre ur c'holen ha pevar c'holen goude un dougen 61 - 65 devezh. Ganti e vezont desavet e-pad ur bloaz en un douarenn. Goude ma'z int dizonet eo aotret ar par da dostaat outo. Kemer a ra perzh d'o desavadur dre zegas preizhoù dezho.

En em vagañ a reont diwar pesked. A-stroll e hemolc'hont. War 7 - 12 km² ec'h astenn o zachennad war a greder. Implijout a reont gwagrennoù-c'hwezh lec'hiet dindan o lost da verkañ anezhi.

Gwarez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hemolc'het e vezont evit o c'hreoñ met pennkaoz o stad arvarus eo distrujadur ha saotradur o ziriad.


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]