Khe Sanh
Khe Sanh zo kêr-benn distrig Hướng Hoá e Vietnam, lec'hiet eo 63 km er gornôg da Đông Hà. Brudet eo al lec'h evit bezañ bet tachenn emgann Khe Sanh.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kêriadenn Khe Sanh a zo bet diazezet adal ur blantadeg kafe krouet e 1926 gant an imbourc'her ha naturelour gall Eugène Poilane. Pa grogas gant al labourioù e 1918 ne oa nemet un ti, hini an ijinour a oa karget eus al labourioù en hent trevadennel 9, kentañ hent graet gant mein e Laos.
E 1962, unvezioù ispisial Stadoù-Unanet Amerika a savas eno ur vazenn gant un aerborzh bihan, ar pal a oa evezhiañ ar zonenn nann milourel etre Norzh ha Su Viêt Nam.
Goude ma vije kroget Brezel Vietnam e oa bet savet ur bazenn stourm kalz ledanoc'h evit na oa hini an nerzhioù ispisial. E-kerzh Argadenn an Tết e oa bet eno Emgann Khe Sanh eus an 21 a viz Genver betek an 8 a viz Ebrel 1968 .
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Sell hollek war kêriadenn Khe Sanh
-
Gweledva bord an hent e Khe Sanh
-
Mirdi ar bazenn milourel stadunanat e Khe Sanh
-
Sell war ur c'hreñvlec'h bunker adsavet e Khe Sanh
-
Distrujoù karbedoù e mirdi emgann Khe Sanh : penn a-dreñv un UH-1 ha biñs-tro (a seblant bezañ) hini ul Lockheed C-130 Hercules.
-
Emgann Khe Sanh, sell adal ar bazenn dindan sez. Un F-4 Phantom II o vombeziñ a weler er foñs.