Argadenn an Tết
Rann eus | Brezel Vietnam |
---|---|
Anv ofisiel | The General Offensive and Uprising of Tet Mau Than 1968, Tổng Tiến công và Nổi dậy Tết Mậu Thân 1968 |
Anv er yezh a orin | Sự kiện Tết Mậu Thân 1968 |
Anv berr | Tet |
Anvet diwar | Tết |
Stad | Viêt Nam |
Lec'h | Republik Viêt Nam |
Daveennoù douaroniel | 11°0′0″N 107°0′0″E |
Deiziad kregiñ | 30 Gen 1968 |
Deiziad echuiñ | 23 Gwe 1968 |
Argadenn an Tết (vietnameg : Sự kiện Tết Mậu Thân, saozneg : Tet Offensive) zo bet ur bazenn a-bouez kement hag unan eus kampagnoù brezel brasañ Brezel Viêt Nam. Arme dieubidigezh ar Su Vietnam (VC) ha Lu Pobl Vietnam Norzhvietnam o devoa taget dre souezh Lu Republik Su Vietnam, nerzhioù lu Stadoù-Unanet Amerika hag o harperien d'an 30 a viz Genver 1968.
Un hollad tagadennoù dre souezh a oa bet sevenet kement war palioù milourel ha reoù trevour, dreist-holl lec'hioù urzhiañ dre Su Viêt Nam a-bezh. An anv zo deuet diwar un doare tort eus festival ar bloaz nevez loarel anvet Tết Nguyên Đán e vietnameg, dre ma oa bet diuzet boulc'hañ an tagadennoù pa oa vakañsoù ha darn eus soudarded Arme Su Vietnam er gêr. Pal an tagadennoù lies a oa bezañ un argadenn hollek diwar urzh Burev Politikel (Politburo) Ha noi o tegas distabilded politikel ha gant ar spi ma vije tagadennoù ramzel armet war tolpadoù kêr o tegas emsavioù ha digalonekadur er Su.
Kroget e oa an argadenn mintin abred an 30 a viz Genver war tachennoù bras eus ar Iañ hag IIl korfad eus lu Su vietnam. Dre ma oa bet tagadennoù re abred e oa bet roet an tu d'ar gevredidi da brientiñ difennerezhioù a-raok ma vije kroget gant an argadenn wirion. Pa oa kroget an argadenn hollek mintin abred an 31 a viz Genver, an argadenn a oa unan war ar vro a-bezh; e-tro 80 000 PAVN/VC soudard o devoa taget ouzhpenn 100 kêr pe kêriadenn, gant 36 a-ziwar 44 o vezañ kêrbennoioù rannvroel, pempa-ziwar c'hwec'h o vezañ kêrioù emren, 72 a-ziwar 245 kêr distrikt ha kêrbenn ar vro. Argadenn an Tết a oa bet an oberiadur-brezel ledanañ sevenet gant unan eus an tuioù abaoe penn-kentañ ar brezel.
Soñj Hanoi a oa e tegasje an dagadenn veur un emsav poblek betek gwelet skarzhet gouarnamant Su Vietnam. E penn kentañ an argadenn e oa bet badaouet ar gevredidi, kollet e oa bet mestroniñ meur a gêr ganto, met buan e voe strollet an nerzhioù lu, dizarbennet an tagadennoù ha dreist-holl e voe kolloù ramzel gant an nerzhioù tagañ. An emsav poblek raksoñjet gant Hanoi a voe un taol kleze en dour. E-kerzh Emgann Huế, stourmadennoù taer a oa padet ur miz pad, peurzistrujet e oa bet kêr. E-kerzh dalc'hidigezh kêrioù gant an nerzhioù PAVN/VC e voe lazhadeget milieroù a dud er pezh a voe anvet Lazhadeg Huế. Tro-dro bazenn stourm stadunanat Khe Sanh, an emgannoù a oa padet daou viz ouzhpenn.