Khải Định

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
AnImpalaer Khải Định en e vurev (1916)
Impalaer Khải Định, 1916

Khải Định, anvet priñs Nguyễn Phúc Bửu Đảo pa voe ganet, a voe daouzekvet impalaer Vietnam eus tiegezh Nguyễn. Ren a reas etre an 18 a viz Mae 1916 hag ar 6 a viz Du 1925. Mab e oa d'an impalaer Đồng Khánh. Ganet e voe d'an 8 a viz Here 1885. Aet e oa da Anaon d'ar 6 a viz Du 1925.

Goude mare an Impalaer Đồng Khánh e teuas re an Impalaer Thành Thái hag an Impalaer Duy Tâna voe harluet o daou gant ar C'hallaoued abalamour d'o stourm ouzh ar renadur trevadenner. War lerc'h ar prantad reuz-se e tivizas ar C'hallaoued lakaat Bửu Đảo war an tron peogwir e oa mab d'ar rener a o bet ar sentusañ eus an tierniezh Nguyễn e-keñver ar renadur trevadenner, o reiñ e skoazell d'an drevadennerien c'hall hag o stourm ouzh pep luskad dizalc'hour, an Impalaer Đồng Khánh.

Roet e voe da Nguyễn Phúc Bửu Đảo a voe an titl a rener a Annam d'an 18 a viz Mae 1916 goude ma voe harluet Duy Tân (Nguyễn Phúc Vĩnh San). Kemer a reas Khải Định (o talvezout kement a "diougan a beoc'h hag a stabilded"). Diskleriañ a reas e felle dezhañ lufr d'an impalaeriezh met ne oa ket posupl abalamour d'e genlabour tost gant an alouberien c'hall. Daoust ma ne oa ket laouen gant e saviad, Khải Định a renas ur politikerezh a genlabour strizh gant ar gouarnamant gall ha ne voe e gwirionez nemet un doare margodenn bolitikel etre daouarn an drevadennerien o sentiñ ouzh o urzhioù evit reiñ ur seblant reizhegezh da bolitikerezh ar C'hallaoued.

Abalamour da se e oa brudet fall-tre Khải Định e-touez pobl Viêt Nam. Tamallet e voe gant ar sturier broadelour Phan Châu Trinh da werzhañ e vro d'ar C'hallaoued a da vevañ er pompadoù impalaerel pa oa korvoet ar bobl gant Frañs.

Nguyễn Ái Quốc (anavezet goude dindan anv Hồ Chí Minh) a skrivas ur pezh-c'hoari anvet ""an Aerouant bambouz" a rae al lu gant Khải Định oc'h en em zikouez gant pompad bras ha lid met o vezañ margodenn dic'halloud ar gouarnamant gall.

Bez Khải Định

Ar levierien vroadelour a reas al lu gant e weladenn da Ziskouezadeg Trevadennel Marsilha e 1922. Evel-just o doa kas eus statud Viêt Nam evel trevadenn c'hall ha ne welen netra da vezañ lidet en diskouezadeg-se.

D'e fallañ e voe brud Khải Định e 1923 pa aotreas ar gouarnamant gall da lakaat tailhoù war labourerien-douar Viêt Nam a zegasas dienez vras. Ul lodenn eus an arc'hant-se a oa evit paeañ e vez pompadus.

Sinet e doe ivez urzhioù herzel kalz levierien vroadelour evel Phan Bội Châu o rediañ anezho da vont en harlu ha da welout darn eus o heulierien o vezañ tapet ha dibennet.

Euredoù

Dimeziñ a reas Khải Định d' e wreg kentañ, Hoang Thi Cuc, e 1907.

Dimeziñ a reas d'e eil gwreg (1890–1980 e 1913. Ur verc'h da Ho Dac Trung a zeuas da vezañ Ministr an Deskadurezh Publik Annam, oa. Ne c'hanas bugel ebet.

Diwezhatoc'h e c'hanas unan eus e serc'hed, Tu Cung, ur mab dezhañ. Kurunennet e voe Rouanez peogwir he doa ganet o mab, Nguyen Phuoc Thien, a zeis da vezañ Priñs Vinh Thuy ha diwezhatoc'h Impalaer Bảo Đại.

Bez en doe Khải Định peder gwreg a eil renk ivez ha dek serc'h.

Marv
Aerouant o nijal. Phi long (pezh) eus ren Khải Định

Evel e dad e oa Khải Định un den klañvidik. Dont a reas da vezañ drammet. Mervel a reas eus an droug-skevent e Keoded Verzet Limestra (Keoded Impalaerel) Huế d'ar 6 a viz Du 1925.

En e raok 
Impalaer Duy Tân
Impalaerien Vietnam Tierniezh Nguyễn War e lerc'h
Impalaer Bảo Đại