Đồng Khánh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Đồng Khánh (anvet Nguyễn Phúc Ưng Kỷ pa voe gnaet) a voe navet impalaer Vietnam eus tiegezh Nguyễn.

Ganet e voe d'an 19 a viz C'hwevrer 1864. Ae e oa da Anaon d'an 28 a viz Genver 1889. Ne renas nemet tri bloaz etre 1885 ha 1889.

Impalaer Đồng Khánh

Anvet e voe Nguyễn Cảnh Tông pa voe ganet. Ur mab oa d'ar Priñs Nguyễn Phúc Hồng Cai met peogwir n' en doa e eontr an impalaer Tự Đức e voe advabet hag anvet Dug Kiên Giang. Koulskoude ne bignas war an tron nemet goude pevar den all : Dục Đức, Hiệp Hoà, Kiến Phúc ha Hàm Nghi a voe holl anvet impalaer ha diskaret e-kerzh an daou vloaz a heulias marv Tự Đức.

Đồng Khánh a bignas war an tron goude darvoudoù ar 4 a viz Gouere 1885 pa skrapas al lezroue, Tôn Thất Thuyết, an impalaer yaouank Hàm Nghi diouzh "Kêr Berzet Limestra" Huế, hag e gasas er menezioù evit diskouez anezhañ evel penn an emsavadeg enep ar C'hallaoued. Evit skubañ reizhveli Hàm Nghi, e lakaas ar C'hallaoued Nguyễn Cảnh Tông war an tron gant an anv a "Đồng Khánh".

An Itron Nhu, "First Lady" Su Viêt Nam e 1955–63, oa ur verc'h-kuñv da Đồng Khánh.

En e raok 
Hàm Nghi
Impalaer Vietnam Rummad Implaerien Nguyễn War e lerc'h
Thành Thái