Jochen Rindt a c'hounezas dalif kevezadeg bed ar vlenierien gant LotusLotus-Ford a c'hounezas Kib etrevroadel ar Saverien Formulenn 1
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 1970 a voe 24 koulzad Formulenn 1 ha 21añ kevezadeg ar vlenierien ha 13vet kevezadeg ar saverien. 13 redadeg e voe dalc'het etre miz Meurzh ha miz Here. Gant Jochen Rindt ez eas ar maout evit ar vlenierien ha gant Lotus-Ford evit ar saverien. Rindt a varvas diwar ur gwallzarvoud peder redadeg a-raok fin ar gevezadeg, ha daoust ma oa bet kreñv Jackie Ickx war Ferrari e fin ar bloaz en doa pemp poent dale c'hoazh. Ar gevezadeg nemeti a voe gounezet dalif an hini eo.
War un diazez 9–6–4–3–2–1 e oa roet poentoù d'ar c'hwec'h blenier erruet da gentañ e pep redadeg. Ar c'hwec'h disoc'h gwellañ diwar ar seizh redadeg kentañ hag ar pemp disoc'h gwellañ diwar ar c'hwec'h redadeg ziwezhañ a oa dalc'het en hollad.
War un diazez 9–6–4–3–2–1 e oa roet poentoù d'ar c'hwec'h blenier kentañ da bep redadeg, evelato ne c'helle merkañ poentoù nemet an oto plaset ar gwellañ. Ar c'hwec'h disoc'h gwellañ diwar ar seizh redadeg kentañ hag ar pemp disoc'h gwellañ diwar ar c'hwec'h redadeg ziwezhañ a oa dalc'het en hollad.