Kevelc'heriad
Ur c’hevelc'heriad[1] pe ur barafrazenn[2] zo ul lunienn stil zo kement hag adsevel ur frazenn en ur ezteuler ar memes ster hollek gant gerioù disheñvel dre gomz pe dre skrid. Alies a-walc’h e vez aesoc’h kompren ar ster, met gant muioc’h a c'herioù eztaolet. E-touez al luniennoù stil emañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Henc'hresianed ha Henromaned o doa lakaet studiañ al lunienn stil-se en o skolioù helavarouriezh ken e voe erbedet gant Quintilianus pleustrañ war an dra-se evit gwellaat e varregezhioù prezegenniñ. Kendalc’het e voe gant an hengoun er Grennamzer.
Kevelc’heriañ a c’hell bezañ ivez goubreizañ testenn un oberenn orin en ur derriñ gwirioù aozer ar skrivagner kentañ.
Seurtou ar c’hevelc’heriañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp seurt kevelc’heriadoù a c’helller kavout :
- Erlec’hiañ gerioù gant heñvelsterioù
- Kemmañ aozadur ar frazennoù
- Eilpennañ urzh an ditouroù
- Sevel frazennoù hir e-lech ma'z eus frazennoù berr hag ar c’hontrefed
- Treuzfurmiñ un eztaoladur difetis en ur doare fetisoc'h
An treuzfurmadurioù a c’hell tennañ da gemmañ an neuziadurezh, da lavared eo ez eo kemmet neuz pe doare ar verboù (« Edo o vont" e-lech « Mont a rae ») pe erlec’hiañ ur meizad gant unan nes (« buan » ha « dillo »). A hend-all eo posubl eilpennañ uzh ar gerioù e frazennoù zo en ur vont eus an tu-gra d’an tu gouzañv (« Klask a reas ar c’hazh al logodenn »/« Klasket e voe al logodenn gant ar c’hazh »). A-wezhoù e vez kemmet donoc’h elfennoù an diviz hep ma vefe diskaret ar ster hollek, met ma ya an oberour pe ar prezeger betek gwanaat ar ster pe diverkañ fedoù ne c’heller ket lavarout ez eo un diviz kevelc’heriañ.
Kevelc’heriadoù evit boueta an deskoni emgefre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazezet e vez darn eus patromoù an deskoni emgefre war an embregañ da zec’han kevelc’heriadoù o ferzhioù dibar, pe diwar heñvelegezhioù steradurel, pe diwar liesseurted an elfennoù a-fed ar c’hevreadur, pe diwar kevelc’heriadoù skouer. E-touez an tachennoù talvezout e kaver deskoni ar yezhoù pa vez degaset d’an deskerien pleustriñ war kevelc’heriadoù simploc’h hag argemmoù perzhiek asambles ken e tapont muioc’h a c’herioù hag a zoareoù-lavar.
A hend-all e c’hellfe ar skolioù-meur sevel profiloù yezhel ar studierien diwar o hentadoù kent ha dizoloiñ ez eo bet skrivet o zezennoù hep goubreizhañ. Diouzh an elfennerezhioù e vije posubl jediñ pouez an truchoù gant kalz a resisted.
Elfenniñ ar c’hevelc’heriad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurvuiañ e tegas ar c’hevelc’heriad ur seurt displegadenn ha muioc’h a sklerijenn eget al lavar pe ar skrid orin. Da skouer e c’heller kas ar bomm « ruz e oa an arhent » d’ur frazenn displeget, « Ne oa ket aotreet d’an tren tremen pa oa an arhent o tispakañ ar gouloù ruz ».