Kentañ marevezh etre Henegipt
Kentañ marevezh etre Henegipt (o vont mui pe vui eus -2180/-2140 da -2022) a zo al lodenn eus istor Egipt etre ar Rouantelezh kozh hag ar Rouantelezh krenn. 5 tierniezh a voe e pad ar prantad-se: eus ar VIIvet d'an XIvet. Elfenn heverkañ ar prantad-se a zo gwanadur galloud ar roue ha kreñvadur tiernoù an nomoù. Ar re-mañ a veze anvet gant ar faraoned e pad ar Rouantelezh kozh, met a grouas tierniezhioù emren hag herezhel tamm-ha-tamm. Ar prantad a voe ivez un amzer a brezel etre Goueled Egipt (an tierniezhioù IX ha X gant o c'herbenn e Herakleopolis) ha Gorre Egipt (an tierniezh XI, gant he c'herbenn e Teba), betek ma voe trec'h Montouhotep II, eus an XIvet tierniezh, war faraon diwezhañ an Xvet tierniezh, Merykare.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](en) Kentañ marevezh etre Henegipt
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |