Keith Flint

Keith Flint e 2009 e-pad ur sonadenn en Aostralia
Keith Charles Flint, ganet d'ar 17 a viz Gwengolo 1969 hag emlazhet d'ar 4 a viz Meurzh 2019[1], a oa ur c'haner, dañser ha reder moto saoz. Bez e oa unan eus krouerien ar strollad sonerezh Tekno-dance the Prodigy. Kroget e oa evel dañsour er strollad a-raok dont da vezañ ar penn, war ar c'hanaouennoù "Firestarter" ha "Breathe" embannet e 1996. Bez e oa ivez kaner penn ar strollad Flint. Perc'henn e oa war ur skipailh redadeg moto, Team Traction Control, a oa bet maout teir gwech e redadeg an Isle of Man TT e 2015.