Kegin Lidth
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Garrulus lidthi.
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Passeriformes | ||
| Kerentiad : | Corvidae | ||
| Genad : | Garrulus | ||
| Anv skiantel | |||
| Garrulus lidthi Bonaparte, 1850 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar gegin Lidth(Daveoù a vank) a zo ur spesad golvaneged, Garrulus lidthi an anv skiantel anezhañ.
Dougen a ra anv an evnoniour izelvroat Theodoor Gerard van Lidth de Jeude (1788-1863).
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
treset gant Wolf (1850).
Brasoc'hik e tiskouez bezañ Garrulus lidthi evit Garrulus glandarius (ar gegin-derv), en abeg d'e bigos kreñvoc'h ha d'e lost hiroc'h.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar mez an derv a gaver en e dachenn-vevañ (Castanopsis cuspidata) dreist-holl, met ivez diwar stlejviled bihan ha divellkeineged a bep seurt.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavout a reer ar spesad en Inizi Ryūkyū (Amami-Ōshima ha Tokunoshima)[1].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Garrulus lidthi war al lec'hienn BirdLife International.
- Garrulus lidthi war lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
