Kebnekaise
Neuz
Kebnekaise (distaget [ˈkɛbnəˈkaisə] e svedeg ; diwar an anv samiek Giebmegáisi pe Giebnegáisi, "kribenn ar gaoter") eo menez uhelañ Sveden. Div gern zo : an eil er c'hreisteiz, goloet gant skorn, a dap 2097,5 m uhelder, hag eben en hanternoz, hep skorn warni, a dap 2096,8 m uhelder. Emañ Kebnekaise e Lappland, war-dro 150 kilometr en hanternoz d'ar C'helc'h arktikel, er gornaoueg da gêr Kiruna.