Kazh ruzart
| |||
|---|---|---|---|
P. rubiginosus
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Carnivora | ||
| Kerentiad : | Felidae | ||
| Genad : | Prionailurus | ||
| Anv skiantel | |||
| Prionailurus rubiginosus Geoffroy Saint-Hilaire, 1831 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar c'hazh ruzart (Prionailurus rubiginosus pe Felis rubiginosa) a zo ur c'hazh bihan eus su India ha Sri-Lanka. Muzuliañ a ra 35-48 cm gant ul lost 15-25 cm. Pouezañ a ra war-dro 1.5 kg. E vlevenn zo gris gant brizhelloù arruz war e gein hag e gostezioù. E gof zo gwenn gant marelloù bras du. E lost tev zo duoc'h eget e gorf hag ar brizhelloù n'int ket ken sklaer. Dre vras eo heñvel a-walc'h ouzh ar c'hazh loupard.
En India, ma'z eo boutin ar c'hazh loupard, e vev ar c'hazh ruzart er c'hoadegoù sec'h tra ma kaver anezhañ er c'hoadegoù glavek e Sri Lanka ma n'eus kazh loupard ebet.

Un aneval-noz eo. Pignat a ra er gwez ha debriñ a ra krignerien, evned ha glazarded. Karadek ha c'hoarier eo ha moarvat e c'heller o damesaat. Debret e vez gant annezidi ar vro.
E riskl emañ da vont da get en natur. War stagadenn I ar CITES emañ en India ha war stagadenn II e Sri Lanka.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez' ez eus daou isspesad :
- Prionailurus rubiginosus rubiginosus, India
- Prionailurus rubiginosus phillipsi, Sri Lanka