Mont d’an endalc’had

Katalog levraoueg

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Katalog levraoueg a reer eus renabl an holl bezhioù a c’heller kavout en ul levraoueg pe en ur greizenn deuliaouiñ, hag en ur strollad (pe rouedad) levraouegoù dasparzhet e meur a lenndi. Katalog a-stroll e vez graet eus an ur c'hatalog a vod re meur a levraoueg pe greizenn deuliaouiñ.

Pezhioù levraoueg da renabliñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renabliñ pezhioù levraoueg en ur soñjal d’an doare ma vo dispaket an ditouroù a vez graet katalogadur pe katalogañ eus outañ. Dre holl e vez fardet un deskrivadur skoueriekaet berr. Ar pezhioù levraoueg a c’hell bezañ gwelet evel traezennoù fetis pe difetis a engorf ditouroù da rummata enno. Met e vezont rummataet e meur a seurt diwar o mentoù hag o faronoù hag e c’hellont bezañ liesseurt, levrioù, restroù urzhiataer, pezhioù tresel, danvez kartennouriezh, etc. Lodennoù an traezennoù da gatalogañ a c’hell bezañ pezhioù levraoueg da vezañ kataloget ivez, danevelloù ya d’ober un dastumad danevelloù, da skouer. En un doare hollekañ, an ditouroù ma vez klasket silañ en ur c'hatalog a zo ar re a c’hell bezañ talvoudus evit an dud a glaskfe tennañ splet eus al levraoueg.

Stumm ar c’hatalogoù levraoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Betek tro an Eil milved e veze ar c’hatalog fichennoù lakaet e tiretennoù bihan ar stumm boas ma veze kinniget gantañ ditouroù d’al lennerien deuet war al lec’h. Meur a embregerezh, foran pe brevez a bourveze ar fichennoù, met peurvuiañ e vezent fardet gant al levraouegourien en ur dielfennañ pep pezh levraoueg a veze prenet.
Erlec’hiet eo bet ar c’hatalogoù fichennoù gant skrammoù evit lenn deskrivadurioù ar pezhioù levraoueg pe moullerezioù evit o dispakan war baper. Dindan ar benvegoù-se ez eus diazoù-roadennoù.



Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]