Kastelodenn

Eus Wikipedia
Ur gastelodenn.

Ur gastelodenn zo ur benveg e stumm ul lestr-kegin gant un dorn, pe lost, e metal, hag a dalvez da virviñ dour, da boazhañ pe da aozañ boued.

Dont a ra ar ger eus ar ger gallek "casserole", stumm bihanaat « casse », a oa anv ul loa vras.

Meur a seurt hag a stumm kastelodenn zo, hervez ar pezh a boazher enne pe hervez penaos e poazher. Ur seurt kastelodennoù zo hag a vez graet paelonoù anezho.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]