Kokell

Eus Wikipedia

Ur gokell pe ur gokellenn zo ur benveg kegin e metal (houarn-teuz peurvuiañ) da boazhat meuzioù, keusteurennoù ha meuzioù en hilienn dreist-holl. Ur seurt kaoter gant ur golo ha dornelloù eo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ijinet e voe gant an greantour saoz Abraham Darby, o kemer skouer war un doare-ober dizoloet gantañ e-pad ur veaj en Izelvroioù. Savet e voe un endalc'her keginañ e houarn-teuz gantañ hag e vicherour kembreat James Thomas e 1707 en e stal-labour e Bristol. Dutch oven (forn izelvroat) a voe graet anezhañ e saozneg.

E Norzhamerika e voe daskemmet ar gokell en XIXvet kantved evit ober ganti dindan an amzer. Basoc'h e oant, gant treid evit lakaat anezhi war ar regez, ur skouarn vras evit skourrañ ha dilec'hiañ anezho aes, ha savet erienoù o golo evit lakaat regez pe glaou-bev evit dasparzhañ an tommder.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]