Kastell ar Roc'h-Morvan
Emañ Kastell ar Roc'h-Morvan e kumun ar Roc'h-Morvan, e Bro-Leon. Ne chom nemet rivinoù anezhañ, met kempennet int bet ha gallout a reer gweladenniñ al lec’h. War un dorgenn eo bet savet ar c’hastell, e-kreiz bourc’h ar Roc'h-Morvan bremañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar meneg kentañ a gaver anezhañ er skridoù zo e 1263. Moarvat e voe savet ar c’hastell kentañ en XIvet kantved, gant ur beskont Morvan. En XIIvet kantved e tremenas ar c’hastell eus daouarn beskonted ar Faou da re beskonted Leon. Dre ma oa e-kreiz Bro-Leon e oa aes d’ar veskonted ren alese war o domani. Da-heul un dimeziñ e voe perc’hennet ar c’hastell gant tiegezh ar Roc'haned, er XIVvet kantved. Ganto e voe brasaet war-dro 1421. Met dismantret e voe gant ar C'hallaoued e 1490 ; e 1678 e oa deuet da vezañ un toull-bac’h. En ur skrid eus 1695 e lenner e oa o kouezhañ en e boull. En XVIIvet kantved hag en XIXvet kantved e voe implijet ar mein anezhañ da sevel tiez er c’hornad.
E 2002 e voe prenet ar rivinoù gant departamant Penn-ar-Bed hag abaoe ez eus bet graet furchadegoù war al lec’h. N’eus ket bet kavet traoù a dalvoudegezh vras gant an henoniourien, met gant o furchadegoù e ouzer gwelloc’h bremañ peseurt stumm a oa gant ar c’hastell d’ar mareoù disheñvel eus e istor.