Mont d’an endalc’had

Kastell Lichtenstein

Eus Wikipedia
Kastell Lichtenstein war ur vri e menezioù Swabia (Schwäbische Alb).

Kastell Lichtenstein zo ur c'hastell e kumun Lichtenstein e Baden-Württemberg. Talvezout a ra e anv, en alamaneg, kement ha "maen (livet) skañv."

Kerkent hag ar bloavezh 1200 e oa ur c’hastell eno. Distrujet e voe div wech, ar wech kentañ e 1311 hag an eil gwech e 1381. Ne voe ket adsavet goude se.

Pioauet e voe an tamm douar gant rivinoù ar c’hastell kozh gant ar roue Friedrich Iañ Württemberg e 1802. E 1837 e voe legadet an tamm douar-se gantañ d’unan eus e nized Wilhelm von Urach, kont Württemberg, a lakaas sevel ar c’hastell zo bremañ e 1840–42. Gant an tisavour Carl Alexander Heideloff e voe savet ur c’hastell nevez-c’hotek e doare kestell all eus an amzer-se, evel hini Neuschwanstein.

Perc’hennet eo ar c’hastell hiziv gant diskennad duged Urach, met digor e vez d’ar weladennerien.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.