Kastell Dolbadarn

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kastell Dolbadarn, ma kreder e oa bac'het Owain Goch.

Kastell Dolbadarn zo ur c'hastell e hanternoz Kembre. Emañ war un dorgenn e-kichen Llyn Padarn, nepell diouzh Llanberis e kontelezh Gwynedd. Kastell Dolbadarn a oa unan eus kestell priñsed Gwynedd e kantrev Arfon.