Mont d’an endalc’had

Kastell Brennieg

Eus Wikipedia
MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Kastell Brennieg zo ur c’hastell eus ar XVvet ha XVIvet kantved, war douar kumun Sant-Gwioñvarc'h, e Bro-Gwened.

Savet e voe e-kreiz Lannegi Lanvaoz, dreist ar stêr Klez, un adstêr d’an Aer. Kastell an tiegezh Brennieg e voe da gentañ, er XVvet kantved, a-raok tremen e daouarn meur a familh all hag en em gavout gant an tiegezh Talhoet er XVIIvet kantved. Kentañ aotrou ar c'hastell, Pêr Brennieg, a oa gwaz feal an dug Frañsez II hag e verc'h Anna. Tro en devoe da vont da gestell Amboise ha Bleaz, ha da-heul e klaskas gwellaat e gastell kozh. En tour-meur ez eus ur viñs da vont d’an estajoù ha lenn a reer warnañ « Fait par P. de Brignac et Péronnelle de Robien, l'an 1509 ». Korf an ti zo bet adsavet a-dreñv an tour. En XVIIIvet kantved e voe ouzhpennet ur gazel a-skouer gantañ.

Annezet eo ar c’hastell c’hoazh. E 1975 e oa bet lakaet da vonumant istorel.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]