Karma (boudaegezh)
Karma (sañskriteg, pe karman, Pāli: Kamma) a dalvez "ober". Kement tra a vefe graet, lâret, pe soñjet gant unan bennak zo ur c'harma. Er voudaegezh, ar ger karma a vez implijet evit an oberoù sevenet a-ratozh (sañskriteg cetanā, Pali: cetana)[1]. An Oberoù mat, ampart (pāli: "kusala") hag ar re fall, dizampart (Pāli: "akusala") a zegas un disoc'h (sañskriteg, Pali vipāka pe ur frouezhenn (sañskriteg, Pali: phala), pe er vuhez-mañ, pe en ur vuhez goude un adc'hanedigezh da zont[2]. Implijet e vez alies an daou c'her asambles (vipākaphala). Klask chom hep seveniñ oberoù n'int ket vertuzius ha seveniñ oberoù vertuzius zo anvet śīla (eus ar sañskriteg : "emzalc'h diouzh ar vuhezegezh"). ar c'harma eo an nerzh a laka da dreiñ rod kelc'hiad an adc'hanedigezhioù hep kontrol ebet (Sañskriteg, Pali saṃsāra) evit pep boud. En testennoù kentañ avat n'eo ket ar wikefre abegel nemetañ a levezon buhezioù ar boudoù santidik. Relijionoù indian all o deus ur sell disheñvel diwar-benn ar c'harma.
Evel m'en disklêr ul lenneg : "damkaniezh voudaek an ober hag an disoc'h (karmaphala) zo anezhi diazez ar pep brasañ eus ar gelennadurezh voudaek, abalamour ma ro ur patrom kempoell eus mont en-dro ar bed hag e voudoù. Hennezh a ya d'e dro d'ober diazez displegadennoù ar voudaegezh diwar-benn an hent da heuliañ da vezañ dieubet diouzh ar bed hag e zisoc'h, an nirvāṇa."[3]
Er voudaegezh Theravada ne c'hall ket cheñch ar c'harma abalamour ma'z eur saveteet pe pardonet gant an doueed, abalamour ma'z eo ar c'harma un argerzh dibersonel a-grenn zo ul lodenn eus mont en-dro an hollved. Lod eus hengounioù ar Mahayana ne soñjont ket ar memes tra. Da skouer, testennoù eus darn eus ar Mahayana sutra (evel Sutra al Lotuzenn, an Angulimaliya Sutra hag an Nirvana Sutra) a zisklêr e c'haller en em zizober diouzh lodennoù bras eus ar c'harma fall dre forzh dibunañ o zestenn pe he selaou hepken. Skolioù zo eus ar voudaegezh (Vajrayana da skouer) a sell ouzh dibun mantraoù evel un doare d'en em zizober diouzh ur c'harma fall resevet en ur vuhez kent[4]. Genshin, kelenner an Douar glan japanat, a gelenn en deus ar bouda Amida ar galloud da zistrujañ ar c'harma fall a zalc'hfe unan bennak er saṃsāra mod all[5],[6].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Harvey, Introduction to Buddhism, p. 40
- ↑ Journal of Buddhist Ethics: "Zen as a Social Ethics of Responsiveness" (PDF), T. P. Kasulis, Ohio State University
- ↑ Early Buddhist Theories of Action and Result: A Study of Karmaphalasambandha, Candrakirti's Prasannapada, verses 17.1-20 by Ulrich Timme Kragh. Arbeitskreis für tibetische und buddhistische Studien, Universität Wien: 2006. ISBN 3902501030 pg 11
- ↑ Dr. Richard K. Payne (ed.), Tantric Buddhism in East Asia, Wisdom Publications, Boston, 2006, p. 74
- ↑ Lopez, Story of Buddhism. p. 239
- ↑ Lopez, Buddhism. p. 248
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gananath Obeyesekere (2002). Imagining karma: ethical transformation in Amerindian, Buddhist, and Greek rebirth. University of California Press. ISBN 9780520232433.
- Jonathan S. Walters, "The Buddha's Bad Karma: A Problem in the History of Theravada Buddhism", Numen, levrenn 37, Nnn 1 (miz Even, 1990), pp. 70–95
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Trikaya del Lama Kunsal Kassapa
- Karma gant Thanissaro Bhikkhu
- Dhammapada Verse 128 Suppabuddhasakya Vatthu istor diwar-benn Bouda ha Suppabouda, tad gwreg kozh Bouda, Yashodhara.
- treuzintent eus lezenn Kamma gant Prayudh Payutto
- Pemp diviz pe lezenn eus Dhamma er Voudaegezh gant Lakshan Bandara