Kaozeal:Zeland-Nevez
Neuz
Ne welan abeg ebet da skrivañ Zeland-Nevez, e-lec'h Zeland Nevez. Bianchi-Bihan 20 Ebr 2009 da 21:29 (UTC)
- Kenglad ar Broadoù? A belec'h? Bro/ kenvro: Ur ger klad zo? Bianchi-Bihan 3 Mae 2009 da 12:24 (UTC)
- Zeland-Nevez am eus kavet e-barzh geriadur Hemon/Huon - Al Liamm/An Here hag ivez e-barzh Geriadur brezhoneg An Here. Roud ebet eus ar ger "klad avat. --Ex-Smith 3 Mae 2009 da 12:32 (UTC)
- Nederlandeg Nieuw-Zeeland (gant tired) [1], gouezeleg bro Skos (gant tired) [2]
- Pegen hek an dud a fell dezho ober evel ar C'halloued evit c'hoari ar c'hontrol ouzh ar Saozon!
- Kenglad zo un ijinadenn evel-just, graet en desped d'ar yezh, evel ma oar tud zo fardañ. Bianchi-Bihan 3 Mae 2009 da 17:41 (UTC)
- Hag ar ger "kengalv" (RH p. 443) hag ar ger "kengervel" (p. 444) a vefe savet gant ar ger "kalv" hag ar ger "kervel", hag ar ger "kengourener" (p. 444) gant "kouren"? hag ar ger "kengounezerezh" gant ar ger "gounezerezh" ? ha "kengrad", "kengronnañ" ? Gw. "grammaire" RH p. 13: "KEN n'agit pas sur G".
- Gwir betek ur poent : kenouenn, kenouiziegezh. 82.255.18.64 13 Gwe 2009 da 17:01 (UTC)
- Er gerioù-se eo GOUI-/GOUE- gant un dalvoudegezh GW, ha kemmadurioù dre vlotaat a vez graet ingal er strollad-se goude KEN tra ma ne vez ket graet evit G (gwelout Yezhadur bras ar Br. Kervella p. 92).81.250.206.142 14 Gwe 2009 da 11:43 (UTC)
- Gwir betek ur poent : kenouenn, kenouiziegezh. 82.255.18.64 13 Gwe 2009 da 17:01 (UTC)
- Nederlandeg Nieuw-Zeeland (gant tired) [1], gouezeleg bro Skos (gant tired) [2]
- Zeland-Nevez am eus kavet e-barzh geriadur Hemon/Huon - Al Liamm/An Here hag ivez e-barzh Geriadur brezhoneg An Here. Roud ebet eus ar ger "klad avat. --Ex-Smith 3 Mae 2009 da 12:32 (UTC)
- Anzav a ran em boa skrivet re brim en deiz-se, diwar ur barrad imor fall marteze, hep studiañ an afer a-raok a dra sur. Laouen on oc'h anavezout emañ ar gwir gant hon mignon dizanv. Salv ma vin poellekoc'h ur wech all. Bianchi-Bihan 14 Gwe 2009 da 12:02 (UTC)
Lemel
[kemmañ ar vammenn]- Lakaat a ran amañ un tamm eus ar pennad zo bet lamet gant un den dizanv :
- E brezhoneg e vez skrivet pe Zeland-Nevez gant lod, hervez an doare gallek da lakaat tiredoù en anvioù-lec'hioù, pe Zeland Nevez gant lod all, hervez an doare saoznek, spagnolek hag etrevroadel.
- Kredet en deus skrivañ ouzhpenn e oa faos, hep lavarout petra a oa faos: me ne welan ket.
- Un evezhiadennig: ma reer gant Zeland-Nevez, hervez geriadur RH, e vije mat ober evel geriadur RH ivez ha skrivañ Bro-Leon, ha diwar-se Bro-Vigoudenn, ha neuze brezel-bed, ha brezel-diabarzh. Pe neuze eo ret anzav ar wirionez ha diskleriañ fraezh e taper e-barzh pa garer, ha pa garer e tistaoler. Bianchi-Bihan 13 Gwe 2009 da 17:50 (UTC)
- Ur varrennig-stagañ a gaver en estonianeg, en afrikaneg, e mineg ar reter, esperanto, frizeg, gouezeleg Bro-Skos, hungareg, islandeg, lituaneg, nederlandeg, samieg, volapük, wolof... N'heller ket lavarout eta e vefe un doare hag a vefe "gallek" hag unan hag a vefe "etrevroadel". Forzh penaos, d'am soñj, ne oa ket al lec'h da gaozeal eus se, pe neuze e vo ret kontañ kemend-all evit an Douar-Nevez, ar Chapel Nevez, ha kement zo.81.250.206.142 14 Gwe 2009 da 11:39 (UTC)
- Ur bajenn-gaozeal zo amañ, graet evit kaozeal eus traoù evel-se d'am meno-me. Ha n'anavezan lec'h all ebet e Breizh a-hend-all. Ha mat e kavan e vije displeget daou ali amañ. Bianchi-Bihan 14 Gwe 2009 da 12:02 (UTC)