Kaozeal:Yonne (departamant)
Deuet eo ar Merour da lakaat e daolenn departamantoù, gant anvioù e ruz, pa emañ an holl anvioù e glas er bajenn departamant gall, war-lerc'h graet al labour ganin, evel ma oar ervat. Bianchi-Bihan 21 Du 2006 da 04:21 (UTC)
n'eo ket ret klemmichal hag adlâret ar memestra war pep pajenn. trawalc'h eo hen lâret ur wezh (da skouer amañ: Kaozeal:Mezven (departamant)). laket e vo ar patrom war pep pajenn a denn d'un departamant e frañs hag e glas e vo an holl liammoù pa vo bet achuet al labour. n'eo ket ret kaout aon rak al liammoù ruz. --Neal 21 Du 2006 da 07:23 (UTC)
- N'eo ket ret implij klemm, klemmichal atav pa zisplij komzoù ar re all. Lavaret eo bet ur wech, met ret eo adlavarout c'hoazh, siwazh. Bianchi-Bihan 21 Du 2006 da 11:25 (UTC)
bezañ savet ur bajenn ha skrivet div linenn warni ne laka neb da gaout gwirioù aozer war ar bajenn-se na da divizout penaos e c'hello bezañ klokaet. kemend all a labour a zo bet graet gant tudoù all war tachenn an departamantoù gall bremañ ha dezhe ivez da gallout kenderc'hel ganti. Komprenus eo evit an holl (pe war a welan, kazi an holl), d'am soñj, goulenn chom kemmañ pajennoù keit ha m'emañ ur emrour o lakaat e pleustr ur politikerezh ofisiel bet votet diwar e benn.
Kemeret eo bet un diviz (dre vouezhiadeg) ha lakaet e vo e pleustr (ganin pe gant unan bennaket all - ne vern). n'eus netra mui da lâret diwar-benn an tem-mañ. Menel a ra c'hoazh stummoù-anvioù a ranker diskoulmañ mar fell dit lâret da soñj ivez evit gallout mont war-raok.
--Neal 21 Du 2006 da 07:31 (UTC)