Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Yezh-to

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

"heuliad yezhel" a c'haller kompren evel suite, séquence linguistique (div gentel). Dialect continuum a vije da zisplegañ. Ha treiñ dachsprache. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2007 da 13:47 (UTC)[respont]

kudenn ebet evit kavout ul lavatrenn vrezhonek evit treiñ "dialect continuum". Ne blij ket gwall din ivez "heuliad yezhel". Ha kinnigoù ac'h eus d'ober eus da berzh pe d'ar re all da glask dirouestañ ar c'hudennoù dizoloet ganit?
N'on ket sur ez eo mat choukañ re a c'herioù alamanek war-eeun. Yezh toenn zo sklaeroc'h din-me evit dachsprache. N'eo ket implijet dre holl gant ar yezhonourien marteze? Daoust ha petore geriennoù a gaver e yezhoù all?
N'ouzon ket piv a skriv (displijus eo ar bommoù dizanv) met a-du kenañ gantañ emaon: mard eo yezh-toenn, skrivomp yezh-toenn ha mat pell zo. Warlene e veze torret hon fennoù gant brezhonekaat ar Pireneoù-Atlantel ha bremañ e rankfemp lonkañ gerioù alamanek ken aes da dreiñ? Bianchi-Bihan 23 Ebr 2007 da 17:06 (UTC)[respont]
n'eo ket dre ma faot m'eo brudet eo an termen en alamaneg e bed ar yezhoniezh ken en alamaneg hag e saozneg (e galleg n'ouzon ket). Ma reer "yezh-toenn" ouzh dachsprache (kudenn ebet evidon), penaos ober diouzh "abstand" hag "ausbausprache"?Neal (Kaozeal) 23 Ebr 2007 da 17:15 (UTC)[respont]
'Larin ket dit, n'ouzon nemet tri ger alamanek ha n'eo ket ar re-se. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2007 da 17:22 (UTC)[respont]
Mat eo. hag evit ar sapre dialect continuum-se? E meur a yezh diouzh ma welan e raent gant "contunnum" pe "kontinuum" (zoken en hungareg). "Kontinuum rannyezh(el)" neuze?Neal (Kaozeal) 23 Ebr 2007 da 17:26 (UTC)[respont]


Ma komprenez ar gerioù-se, me ne ran ket. Un droidigezh zo e yezhoù all? ma c'hallez krouiñ dachsprache e c'hallez krouiñ dialect continuum ken brav all. met displegañ petra 'n diaoul eo ar machin-se. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2007 da 17:33 (UTC)[respont]
Trenkil. N'eo ket bet krouet an termen "dachsprache" ganin nag a-bell: n'eus nemet mont da lakaat ur sell war ar pennad e saozneg ma c'heller len e oa bet krouet gant Heinz Kloss e 1967 a-grevet gant an termenoù "ausbausprache" hag "abstandsprache". Abalamour da se an hini eo ma vezont implijet en alamaneg dre vras zoken gant tud nann-alamaneger. Gwir eo avat e vefe mat adwelet ar pennadoù-se evit o c'hlokaat ha met e vefe ivez marteze treiñ an termenoù. en alamaneg e rankfe menel ar penntitl avat d'am soñj dre m'eo ar stumm alamanek an hini implijetañ er yezhoniezh. Setu setre ar gerioù en alamaneg evit ar re a fell dezhe kenlabourat o klask un diskoulm e brezhoneg: Sprache = "yezh". Ausbau: "brasadur; amañ kentoch "sevadur (dre sevel)"; Abstand: "pellder", "distankadur", "disrann", "diforc'hidigezh".
Yezh-to zo berroc'h eget yezh -toenn (a zo tostoc'h ouzh an alamaneg dre an taol-mouezh)
galleg: langue Ausbau (Ausbausprache, "langue par élaboration"), de langue Abstand (Abstandsprache, "langue par distance") et de langue-toit (Dachsprache)
roumaneg:Ausbausprache se poate traduce prin „limbă prin elaborare”, Abstandsprache prin „limbă prin distanţă”, iar Dachprache prin „limbă-acoperiş”.
saozneg: Ausbausprache may be translated literally as 'upgrade language', although Heinz Kloss describes it as "language by development", Abstandsprache as 'distance language' and Dachsprache as 'umbrella language' (literally: 'roof language').
ruseg: Ausbausprache (аусбаушпрахе, аусбау-язык, «развитый язык»); Abstandsprache (абштандшпрахе, абштанд-язык, «отстоящий язык»); Dachsprache (дахшпрахе, «язык-крыша»)

Neal (Kaozeal) 23 Ebr 2007 da 18:30 (UTC)[respont]


an dialect continuum zo rannyezhoù kar (an eil d'eben).Shelley Konk 24 Ebr 2007 da 04:36 (UTC)[respont]
N'eo ket tre ar memes tra "dialect continuum" ha "rannyezhoù kar": da gentañ peogwir e vez kavet rannyezhoù kar e diabarzh ur continuum (dres ma 'vel n'eo ket ar memes tra "light spectrum" ha "wavelengths" pe "paralamant" ha "dileuridi"...) ha da eil dreit-holl peogwir n'int ket kar an eil re d'ar re all ar rannyezhoù en ur continuum, lakaomp ez eo yezhoù "a", "b", "c"... en ur continuum:
a, b, c, d, e, f, g, ...
neuze kar eo a da b, ba da c, c da e h.a. ha kar a-awlz'h ivez a da c, d da d h.a. met n'eo ket kar a da d na da e dre ret ha dreist-holl n'eo ket kar da f na da g.

N'eo ket reizh neuze an termen "bodad rannyezhoù kar" neuze. Gwell, d'am soñj, klask un dra bennak a denn d'ur "chadenn" rak en ur chadenn emañ liammet pep ailhedenn en un doare strizh ouzh an hini a de da heul hag ivez ouzh an hini dirazi met hep liamm eeun ebet gant elfennoù all an hollad. "Chadennad rannyezhoù" marteze? pe c'hoazh "skalfad" (geriadur Preder) = "spectrum"?

Neal (Kaozeal) 24 Ebr 2007 da 06:42 (UTC)[respont]

A-du emaon dre vras gant BB, evit ur wezh... Skrivañ a rafen "kontinuom", ar ger brezhonekaet evel forom ha kement zo, pe "continuum" (ar ger latin e-giz m'emañ). Ali e vefen ober gant ar ger latin diwezhañ : "continuum rannyezhoù" neuze (pe rannyezhel ma fell dit met n'eo ket dav lakaat -el e pep lec'h; sellet ouzh "brumenn vor" e lec'h "brumenn vorel") --Kadwalan 25 Ebr 2007 da 10:35 (UTC)[respont]

Evel Bianchi Bihan e lakfen a-walc'h yezh-toenn evel pennger. "Yezh-to" ne zerefe ket da'm soñj. to a dalvez "a dalvez da deiñ/danvez teiñ/micher" ha ral a wezh "toenn" (geriadur an Here). Gwelomp ger-ha-ger evit ar pezh a sell ouzh ar gerioù all evel Ausbausprache, abstandsprache hag all. --Kadwalan 25 Ebr 2007 da 10:35 (UTC)[respont]

Ne vimp ket bet a-du pell amzer: to ha toenn zo evel moger ha mogerenn, maneg ha manegenn, gwasked ha gwaskedenn, hir e vije al listenn... Neuze ne ran forzh pehini eus an daou c'her, gant ma ne vo ket un trede. Goude se ne ran ket forzh gant an danvez. Bianchi-Bihan 25 Ebr 2007 da 11:05 (UTC)[respont]
Douget on da fiziañ er pezh a skriv geriadur an Here war ar c'hraf-se ha d'ober gant ar ger zo ar sklaerañ evit al lennerien (hep klask en ur geriadur) met ne'm eus ket lavaret ne dalveze ket to koulz ha toenn a-wezhiouigoù. --Kadwalan 25 Ebr 2007 da 11:13 (UTC)[respont]
An termen "roofing languages" a gaver e saozneg. Klotañ a ra mat gant an "a dalvez da deiñ/danvez teiñ". Lakaet em eus "yezh-to" neuze, azasoc'h ha berroc'h eo eget "yezh-teiñ". Baleer (kaozeal) 13 Meu 2017 da 12:29 (UTC)[respont]