Kaozeal:Troad
Neuz
Gwir eo, ne oan ket sot gant ar pennadoù digejañ, met peogwir int bremañ pajennoù disheñvelout e kavan anezho kalz degemerusoc'h. Ha d'am soñj, mar ranker ober ganto, eo amañ: ne gomprenan ket ez afemp da glask pemp troad d'ar maout: troad, treid e rank bezañ ar bennbajenn, gast! Ha n'eus ket ezhomm eus troad (korf), boulc'hurun! Bianchi-Bihan 6 Meu 2009 da 13:54 (UTC)
- En degouezh-mañ da'm soñj e tlefe ar pennad diwar-benn al lodenn eus ar c'horf bezañ lakaet dindan an titl Troad hepken, hag ar bajenn digemmañ dindan an titl Troad (disheñvelout). Da lavarout eo e rafemp evel er Wikipedia saoznek :en:Foot ha en:Foot (disambiguation). E degouezhioù all e c'hall bezañ disheñvel hag e vo mat kavout ar bajenn digejañ dindan an titl hep resisadenn (evel en:Balfour da skouer). Met amañ, 95% eus an dud a soñj el lodenn eus ar c'horf pa lennont ar ger "troad". --Llydawr 6 Meu 2009 da 16:30 (UTC)
- Din-me eo heñvel. Poellek e vefe sur rak kalz aliesoc'h ec'h afe unan bennak da glask ar pennad o tennañ d'al lodenn eus ar c'horf evit hini o tennañ d'ar yezhoniezh. Eilpennet e c'hell bezañ. Pezh 'zo - ne welan ket perak e ranker ober diouzhtu gant "gast" ha "boulc'hrun"... Neal (Kaozeal) 6 Meu 2009 da 16:38 (UTC)
- Feiz moarvat, abalamour d'ar pennadoù estlammadell ha sakreadenn, ha ne garfen ket e chomfent didalvoud! Bianchi-Bihan 6 Meu 2009 da 16:57 (UTC)