Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Tour-tan Lost Pik

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Koulskoude e c'hortozfed "Lost-Pig... troienn deuet eus giz an XIXvet kantved https://br.wiktionary.org/wiki/lost-pig Bianchi-Bihanig (kaozeal) 17 Her 2022 da 12:32 (UTC)[respont]

Pig ebet aze ; monet da Bloueg a ranker gober ha sellet pizh doc'h lec'hiadur an tour-tan-se evit kompren. 2A01:CB08:8913:1900:FD11:E438:8ECE:340F 17 Her 2022 da 12:39 (UTC)[respont]
1) Ne vez pig ebet morse en ur porpant lost-pig. Iskis, neketa?
2) Anaout a ran al lec'h a bell zo.

N'hon eus ket lunedoù heñvel. Bianchi-Bihanig (kaozeal) 17 Her 2022 da 13:38 (UTC)[respont]

Skrivet Lost-pik e geriadur enlinenn Favereau (pennadoù LOST hag ISTRAER). --Llydawr (kaozeal) 17 Her 2022 da 16:10 (UTC)[respont]
@Bianchi-Bihanig : "porpant lost-pig" a zeu eus ar galleg queue-de-pie abalamour da stumm ar pastelloù ; ur skeudenn eo, evel queue d'aronde er munuzerezh.
Tremenet dre ar galleg ivez eo "Lost Pik" moarvat : treuzskrivet diwar an distagadur brezhoneg. T + P a zeufe eus T + B diwar genstok ar c'hensonennoù, /i/ a zeufe eus distagadur lec'hiel /e/ a-dreuz un divskouarn c'hall ; *Lost-Beg e oa an anv hep mar, p'emañ an tour-tan e lost ur beg-douar. Evel a ouzez sur a-walc'h, peogwir ez anavezez al lec'h "a bell zo". 2A01:CB08:8913:1900:5959:8E52:8282:AAE5 17 Her 2022 da 18:49 (UTC)[respont]
Kompren a ran : peogwir e oa "Lost-Beg hep mar" e ranker skrivañ "Lost-pik": sklaer evel lagad ar pig. 17 Her 2022 da 19:06 (UTC)
...Ha kaletaet ar gensonenn-lost en distagadur, evel-just : [g] → [k], alese (br) lostpɛk Lost-Beg(fr) *Lost Pik. Hogen aner eo klask kenlabourat gant un den na fell ket dezhañ.--2A01:CB08:8913:1900:5959:8E52:8282:AAE5 17 Her 2022 da 20:35 (UTC)[respont]