Kaozeal:Tibet

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Lenn a c'heller:

"An Dispac'h sevenadurel hag ar gaou en deus graet ouzh ar sevenadur en holl Republik Pobl Sina a vez kondaonet peurliesañ evel ur gwallreuz broadel, a zo bet barnet he atizerien bennañ, hervez Republik Pobl Sina, Gang ar pevar.

Ha gwir eo? (kondaonet gant piv peurliesañ)? Ha neptu eo (pe gaou? marteze e vefe ret klask reisaat gant daveennoù?) n'eus forzh penaos n'eo ket hemañ ur pennad diwar-benn an dispac'h sevenadurel... "Gang ar Pevar"? hag un tremen neptu an hini eo?

Neal (Kaozeal) 25 Ebr 2008 da 06:31 (UTC)[respont]

Tremen, n'ouzer ket, met troienn istorel eo, e saozneg abaoe 1976 : en:Gang of Four, e brezhoneg :Bandenn ar Pevar, hag e meur a yezh all. Bianchi-Bihan 25 Ebr 2008 da 07:01 (UTC)[respont]
troet mat pe fall e c'hell bezañ - n'emañ ket aze an dalc'h. goulenn a ran hag-eñ ez eus anezhañ un tremen neptu, e brezhoneg pe e saozneg ne vern. Troet diwar an tremen sinaek moarvat bet krouet gant ar re a save a-enep d'ar pevar den-se... Un tammig re duek eo ar pennad-mañ dre vras evidon-me - ha n'on ket gwall fan e-keñver politikerezh Republik Sina ivez, met un tammig skuizh on aet o welet pep tra diwar-benn Tibet gant an hevelep ton: tibetiz vat diouzh un tu (Tenzin Gyatso ouzh o fenn atav, eveñ-just) ha sinaiz vil diouzh an tu all. hag en em c'houlenn a ran perak e kaozer kemendall diwar-benn tibet ha ken sklaer ar stourm da vezañ renet eno evit diuebiñ ar bobl diouzh gwask sinaiz ha koulskoude e hañval bezañ kalz luzietoc'h, lakaomp, stad an traoù e palestina... añfin, n'eo nemet evezhiadennoù personel diouzh ma ferzh evel-just ha ne ginnigan ket o lakaat da danvez pennad. A galon, Neal (Kaozeal) 25 Ebr 2008 da 10:24 (UTC)[respont]
An istor zo istor, Bandenn ar Pevar zo istor. Ne welan ket penaos e c'hallfed mont kontrol d'an istor.
Evit ar savboentoù a-du pe enep un termen istorel, a-du pe enep ur prosez, politikel pe get, re Jezuz, Robespierre, Nünberg, afer Sezneg, Irienn ar Vedisined (dindan Job Stalin, Arnaldo Ochoa Sánchez (dindan Fidel e Kuba), pe me 'oar, e vo lec'h evito atav er pennadoù gouestlet dezho. Bianchi-Bihan 25 Ebr 2008 da 17:21 (UTC)[respont]
N'eo ket afer mont a-enep d'an istor. Un afer envel an hini eo - rak n'eo ket "bandenn ar pevar" o anv, met un anv bet roet dezhe gant o enebourion, dres evel m'eo bet graet (ha ma vez graet c'hoazh, sur) "patois" pe "trefoedach" ouzh ar brezhoneg gant ar re a sav a-enep dezhañ... un tremen implijet el levrioù istor an hini eo ha neuze e rankfer ober gantañ rak n'haller ket adijininañ pep tra rak aon da lakaat an dud da chom hep kavout ar pezh a glaskont, a-du penn-da-benn. er pennad diwar o fenn avat e kavfen mat displegañ eus pelec'h e teu an tremen, da lâret gant piv e oa bet ijinet evit lakaat sklaer e c'hellfe bezañ lakaet da "dinetu". A galon, Neal (Kaozeal) 25 Ebr 2008 da 17:27 (UTC)[respont]
Un afer envel an hini eo, 'mut-hu. Sur-mat. Pa vo kemmet an anv er yezhoù all e vo kemmet e brezhoneg kenkent. Marteze ne vez ket laret " pt:Camarilha dos Quatro e galiseg, met en 3 yezh warn-20-mañ (23) e vez graet: ca:Banda dels Quatre, cs:Gang čtyř

da:Firebanden de:Viererbande (China) en:Gang of Four es:Banda de los cuatro fr:Bande des Quatre hi:चार की टोली it:Banda dei quattro he:כנופיית הארבעה hu:Négyek bandája nl:Bende van Vier ja:四人組 (中国史) no:Firerbanden pl:Banda czworga pt:Camarilha dos Quatro ru:Банда четырёх fi:Neljän kopla sv:De fyras gäng vi:Tứ nhân bang uk:Банда чотирьох zh-yue:四人幫 zh:四人帮 Bianchi-Bihan 25 Ebr 2008 da 19:01 (UTC)[respont]

Da gentañ-holl n'em eus ket skrivet e neplec'h e oa da vez "kemmet" an termen e brezhoneg (reishoc'h e vefe d'am soñj komz eus "implijout un termen all"...); Da eil, skrivet em eus ez eus anezhañ un termen dipetu ha roet abegoù (gant piv e oa bet ijinet an termen evit deskrivañ piv ha da be vre...); Da trede, ne ouien ket e oa stag ar brezhoneg ouzh ar pezh a reer er yezhoù all. ha pa implij termenoù disheñvel an eil yezh hag eben pe hini e rank implijout ar brezhoneg?; Da pevare, n'eo ket peowgir e vez implijet an hevelep termen e meur a yezh ma rank bezañ graet un termen "dineptu" anezhañ - dispetu eo an termen-mañ koulz e saozneg, sinaeg hag ar yezhoù all evit e brezhoneg. Ha kavete evefe neptu pe dineptu sevel ur pennad dindan an titl "Al Levier Meur" evit komz eus Mao Zedong? N'eus forzh penaos, amañ e kaozer eus ur munud, rak evdon-me eo ar pep gwashañ ton dineptu hollek ar pennad-mañ dre vras ha n'eo ket an afer envel-mañ nemetken. Neal (Kaozeal) 26 Ebr 2008 da 08:13 (UTC)[respont]
N'eo ket neptu ar ger, gwir eo. Ret e vefe displegañ an dra-se er pennad Bandenn ar Pevar da gentañ penn da'm soñj. Er rannbennad ma implijer anezhañ (diwar skouer ar wiki saozneg) ez eus kozh eus ar pezh a lavar Strollad komunour Sina en un doare ofisiel. N'eo ket souezhus eta kavout un anv goveliet gante, da'm soñj da vihanañ atav.

Klasket em eus neoazh resisaat ar pezh na oa ket anat d'an holl er frazenn (o skrivañ "eno", e Republik Pobl Sina, ent ofisiel) ha lakaet em eus krochedoù d'an anv Bandenn ar Pevar evit merkañ e oa un anv a oa da ziwall outañ. Ha mat eo deoc'h e-giz-se--Kadwalan 26 Ebr 2008 da 12:34 (UTC)[respont]

Dispar. Trugarez. Neal (Kaozeal) 26 Ebr 2008 da 14:00 (UTC)[respont]